Konogan an Habask, ur soner dispar !

Musique publié le 9/12/12 22:12 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
konogans.mp4

Lakaat ar bladenn «pevarlamm», selaou, adselaou...

Ur veaj kinniget gant Konogan e Breizh, e Galisia, e Iwerzhon... eo ar bladenn «Pevarlamm» («galoupat» pe pevar benveg sonet gantañ).

Ne vefe ket dañvez Carlos Nuñez Breizh ennañ ? Ur paotr lent a-walc'h (pa vez anavezet mat anezhañ, leun a fent eo) met ur musisian ampart, gouest da seniñ gant ur uillean pipe (desket gant e mestr Padrig Molard, mar plij), ur biniou kozh (sot eo Konogan gant Gus Salaun, soner Banaleg hag a sone sonerezh an Aven gant un ampartiz divent), ul low whistle ... Tonioù dirollet (pachpi fentus hag a grog gant hini ar c'hoarezed Goadeg), hag ar vombard. Ur barzh eo ivez : ur ganaouenn karantez kanet gant Elsa Corre ha kompozet gantañ a ziskouez e klask Konogan krouiñ «war bep dachenn».

Ur veaj, ur prof evit Nedeleg, un arzour... Kit buan da selaou Konogan !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?