Brezhoneg er post : Digor eo an nor...

Communiqué de presse publié le 12/11/12 19:38 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/28/28133/28133_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28133/28133_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28133/28133_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28133/28133_4.jpg

E Karaez e oa bet digoret war an ton bras er sizhun dremenet ar c´hentañ burev Post divyezhek galleg / brezhoneg. Stourm a ra ar strollad Ai´ta ! dibaoe 2007 evit ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en tier-post. Laouen omp neuze o welet eo bet selaouet ar wech-mañ ar goulenn hon eus savet dizehan, evel Bretoned all, d´Ar Post. Degas a reomp da soñj d´an holl e oa bet aozet ur votadeg keodedel dirak burevioù ti-post Karaez e miz Even, da lâret eo a-raok na vefe boulc´het gant al labourioù. Splann e oa an disoc´hoù : diwar 128 a dud o doa votet e oa 127 a-du gant ar brezhoneg en ti-post nevez !

Ai´ta ! a c´houlenn d´Ar Post derc´hel da strivañ evit talvoudekaat ar brezhoneg en he servijoù. Da gentañ-penn oc´h achuiñ da staliañ ur banellerezh vrezhonek e burev-post Karaez evit ma teufe da vezañ ur gwir lec´hienn-arnodiñ koulz hag ur skwer da adsevel er c´hêrioù all e Breizh. Goulenn a reomp goude ma vo staliet er mizioù da zont un ti-post heñvel ouzh hini Karaez er Mor Bihan koulz hag unan en Aodoù an Arvor, e-lec´h m´emañ kreñvoc´h goulenn ar bobl.

Ouzhpenn da se he doa renablet renerezh Kornôg Breizh Ar Post e-kerzh an hañv tremenet an holl implijidi a oar brezhoneg e burevioù-post Penn ar Bed ha Mor Bihan. Gortoz a reomp bremañ ez afe betek penn o kinnig dezhe lakaat war-wel en o lec´h-labour, gant ur badj, ar fed ma ouzont brezhoneg. Evel-se e c´hallo ar pratikoù a fell dezhe bezañ servijet e yezh ar vro.


Vos commentaires :
Emilie Le Berre
Vendredi 27 septembre 2024
D'am soñj, ne vefe ket fall kas ul lizher gourc'hemennoù d'an ti-post Karaez.
Me zo vont d'ober.

bérard
Vendredi 27 septembre 2024
Bravo pour votre combat !

Emglev
Vendredi 27 septembre 2024
Ur bazenn vihan war-raok eo ha kenderc'hel a ra ar stourm.
Ar sizhun a zeu e vo digoret ur c'houlzad bruderezh gant Kumuniezh Komunioù Landerne-Daoulaz war an dilerc'hioù.
Klemm a ra Emglev An Tiegezhioù dre ma ra dave d'an «Diorren Padus» hep derc'hel kont eus ar brezhoneg en he folitikerezh yezh. EAT he deus embannet ur pegsun brav da begañ war ar poubellennoù melen evit ma embanno sklaer an dud o c'hoant da gaout brezhoneg a-berzh ar c'humuniezhioù komunioù.
Gwelout a c'heller ar pegsun aze.. hag e brenañ ivez : Voir le site

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?