"Ya d'ar brezhoneg !" live 2 tapet gant Keleier.info

Communiqué de presse publié le 17/09/12 23:47 dans Economie par Bruno TIGNAC pour Bruno TIGNAC
https://abp.bzh/thumbs/27/27377/27377_1.jpg
Degemeret he deus Anne Tignac ar garta gant F. Jezequel eus an ajañs diorren. En he c'hichen emañ Bruno Tignac (an eil a-zehou), ha pennoù bras evel Claude Guiavarch, maer - Kuzulier-departamant pe André Lavanant.

11 a viz Gwengolo 2012 – Al label «Ya d'ar brezhoneg !» live 2 a zo bet roet d'an embregerezh Keleier gant Fañch Jézéquel eus Ofis Publik ar Brezhoneg.

Un embregerezh stlenneg ha kenhentiñ (kuzhul ha diorren) eo Keleier krouet e 2010 e Landeda.

Gant e bemzek kinnig kadarnaet e teu da vezañ Keleier ar c'hentañ embregerezh labelaet e Landeda ha Lanniliz hag an hini kentañ e live 2 er gumuniezh-kumunioù Bro an Aberioù.

Divyezhek eo lec'hienn, logo, kartennoù bizit, hag ivez fakturennoù, rakprizioù ...

F. Jézéquel a laka war-wel merk dibar Keleier a zo gouest kehentiñ e brezhoneg penn da benn gant e bratikoù pe danvez pratikoù.

Er raktresoù a zeu war an-dro stlennek ha brezhonek, o deus c'hoant Bruno hag Anne Tignac seveniñ troidigezhioù bannoù treset, ha lec'hiennoù..

Ouzhpenn-se o deus c'hoant gwellaat an troer brezhoneg-galleg a zo ul lodenn eus ar raktres Apertium kaset war-raok gant skol-veur Alacant e Spagn. War stern emañ al labour ganto.

Lakaat a reont o fouez dreistholl diwar geriaoueg ar skol evit skoazellañ tud ar vugale. Ur benveg evit sikour anezho da heuliañ skoliata o bugale evit na afe kuit ar vugale-mañ eus an hentenn divyezhek e CP pe e 6vet.

Un ezhomm o deus bet stadet evel kerent skolidi divyezhek.

A-benn ar fin e klaskont tud a volontez vat oc'h implijout c'hoari enlinenn Hattrick evit treiñ anezhañ.

brezhoneg(at)keleier.info


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 3 ?