Disoc’hoù votadeg Ai’ta ! e ti-post Karaez

Dépêche publié le 4/06/12 17:36 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/26/26217/26217_1.jpg
Christian Troadec o votañ dirak an Ti Post Karaez.
https://abp.bzh/thumbs/26/26217/26217_2.jpg
Dirak an Ti Post Karaez.

Ur bern tud a zo tremenet dre ti-post Karaez hiziv beure evit kemer perzh e votadeg Ai'ta : stourmerien an Emsav koulz ha dilennidi pe tud war ar renk evel-just, met ivez tud dianav deus ar vro, deuet da zegas o skoazell d'ar brezhoneg.

En holl eo 128 den o deus votet, evit un disoc'h dreistordinal : 127 a-du gant ar brezhoneg er Post, hag ur bilhed nul !

Ur wech c'hoazh ne oa ket amañ renerez an ti, met komzet o deus tud Ai'ta ! gant an is-rener hag en deus prometet e vefe treuzkaset an disoc'hoù-mañ koulz hag ar goulenn emgav... Afer da heuliañ eta.


Vos commentaires :
Brieuc M.
Vendredi 27 décembre 2024
War a hañval e vefe brezhoneg e ti-post Karaez : biskoazh gwell ! Voir le site

Koulz ar retred a zeu evit stourmerion Ai'ta pe betra ? ;-)


Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 4 ?