Redadeg : an holl e Brest

Agenda publié le 11/05/12 22:26 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25911/25911_1.jpg

D'an holl Vretoned, d'an holl vrezhonegerien bro Leon : poent eo lakaat ho ticheurtoù ruz evit ar rederien, glas evit ar re all. Ar re vras hag ar re vunud, tout an dud war an hent !


Kroget pevar bloaz zo, diwar skouer an Euskariz, penaos e vo an trede «Breizh tour», gant 1.500 km (600 ar wech kentañ) ?

Program an devezh

4e : Porzh koñverz Brest, tri zro evit lakaat an holl da gemer perzh (ur c'hilometr, tri, aes war bord ar mor, hag un all, tri km ivez, met diaesoc'h). War lerc'h e vo kemeret hent an tramway nevez a vo lidet an devezh-se just-walc'h. War lerc'h e yelo war zu Gouesnou.

Ur bern traoù a vo goude merenn : Gimol Dru Band, arzourien, sonerien, fest-deiz, fest-noz; kevredigezhioù ha skolioù divyezhek, c'hoariva, ar brezhoneg ha sevenadur ar vro a vo lakaet war wel.


Evit gouzout hiroc'h :

Ar Redadeg a di da di, BP 15 - 35310 Morzhell

Pgz : 06 08 64 99 72

darempred@ar-redadeg.org ha (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?