Emvod Sul an 19vet a viz C'hwevrer
Gouestlet eo bet an emvod se d'an diskouezadur gant Mikael Gwilhom e oberennig e galleg koulz hag e saozneg a-zivout istor Breizh e galleg koulz hag e saozneg. Savet eo bet evit lodenn anezhañ diwar teulioù kavet en oberennoù istorel savet gant Reynald Seycher, Bernard Merdrignac ha Jean-Pierre Le Mat, trugarez dezho a-berzh KBBV.
An oberennig-mañ, ment chakod, ez eus ur youl sevel eeun gantañ : Lakaat e berr istor Breizh evit an divroidi vreizhat a fell dezho kaout titouroù sintezek diwar benn danvez Vreizh.
Hep mar bet, an oberennig-se a zo un oberenn dave hag a gempouez goullonder dilezet gant aozadurioù ofisiel, sonnet alies a-walc'h pe seizet gant tabutoù difrouezhus ar gevrennidi pe mod all gant dizunvanioù politikel.
Hegerz eo an oberennig e stumm paper luc'hus pe e stumm niverel da bellgargan diouzh : (voir le site)
An oberennig a zo ur benveg talvoudus d'ar Vretoned da adperc'hennan o istor.
Aet war raok pelloc'h eo an endervezh gant diskouezadur buhezskrid hag oberenn Gilles Servat. Gilles a vo kouviad a enor embannadur kentañ Gouel Breizh – Gouel Erwan hag en em gavo war leur an IDECAF d'an 17vet a viz Mae, d'an 18vet e kerzh un abadenn morredadenn war ster Saigon, hag en 19vet e park Binh Quoi, hag ivez d'an 20vet e Hanoi.
Un harzell a zo deuet da c'houde evit klozan un abadenn endervezh leun a gelennadurezh, stourmerezh ha mignoniezh.
Nozvezh en Enor Dr Gildas Treguier d'an 14vet a viz Meurzh 2012
Da genver gweladenn da Vro-Vietnam an Aotrou Dr Gildas Treguier, a-gevret gant an Aotrou Dr Kelenner Sizun eus CHU Brest hag o friedoù, ez eo bet aozet ul lid degemer gant KBBV e ti an Itron Kim Yen (Anezhi produer abadennoù sonerezh hengounel er skinwel, kelennerezh e skol sonerezh ker Saigon, doktorad sonouriezh ha diazezer ar strollad ”Lang Du” gant Mikael Gwilhom).
E kerzh an abadenn sonerezh-se ez eo bet diskouezet gant an Itron Kim Yen, gant skoazell sonerien strollad Lan Du, ur gwel meur war ar sonerezhioù hengounel a bep seurt o vezan e Bro-Vietnam. Tro o deus bet ar gouvidi dizoloiñ gant plijadur vras tuioù lies sonerezh Bro-Vietnam hag ivez sonlivioù liesseurt gant kalz a binviou hengounel : Ken Bao, Danh Chan, Dan Dao, Turung, fleütenn M'Hong, meiniou sonerezh…Peurechuet eo bet an abadenn gant, hervez goulenn Dr Treguier, sonadenn gant daouad Mikael Gwilhom hag e gomer Thuy Van, ur rummad a ganaouennoù hengounel breizhek ha vietnamek bet klevet e-pad Gouel ar Gelted en Oriant e 2011.
Ret eo menegin ez en em gavo war leur ar strollad Lang Du e pad Gouel Kleg e Klegereg eus an 8vet betek an 12vet a viz Mae a zeu.
Echuet eo bet an abadenn gant un harzell hengounel ma oa pastez Henaff o paraviañ brud gant sistr “Val de Rance”.
An aotrou Dr Gildas Treguier, anezhañ pennoberour kevredigezh “L'Appel” a labour abaoe 25 bloaz evit sevel kreizennoù pediatrek ha prederioù amiegouriezh.
Arouez eo evit Breizh vrokus, kengret ha digor ouzh ar bed.
Emvod Sul ar gentañ a viz Ebrel
E framm obererezhioù Sul goude merenn pep miz, ez eo bet displeget diwar-benn kredennoù ha brizhkredennoù e Breizh gant Mikael Gwilhom dindan beli an Aotrou Andre Yves Bourges, istorour ar grennamzer anezhañ.
Dirak arvesterien nebeut anezho hogen dedennet krenn, e kenglev dorn en dorn, ez eo bet displeget gant an daou vignon ul listenn a gredennoù ha vrizhkredennoù, ken e framm an tiegezh hag e framm ar vuhez relijiel kristen pe pagan.
O terc'hel diplom “College des Hautes Études', sent vuhezoniour, ha doktor war istor ar grennamzer, Andre-Yves Bourges en deus bamet ur bod arvesterien a dud kalonek a oa deuet er maez da Breti “La Plancha” daoust d'ur barr-amzer trovanel a oa o tremen oc'h ober freuz dre Su-Vietnam.
Da zibenn an endervezh ez eus bet tu gant an arvesterien da vlazetañ farz-forniou doare Breizh fardet gant merc'hed bleniet gant kadoriad KBBV, Jean Bernard Baudron, hevlezour dispar anezhañ.
■