D'ar sadorn 11 a viz C'hwevrer e vo dalc'het Gouel Ai'ta ! e Brest, er sal dindan an ti-kêr. An devezh-se a vo un digarez a-feson da gejañ ouzh tud Ai'ta, da skoazellañ ar stourm evit ar brezhoneg ha da riboulat asambles evel-just !
Diouzh ar beure en em vodo izili ha mignoned Ai'ta ! da 10 eur 30 evit sevel ur bilañs deus an oberennoù kaset da benn e-pad ar mizioù tremenet, war dachenn Ar Post, an tramway hag ar panellerezhioù foran dreist-holl. Lakaet e vo ar gaoz war an oberoù hag a vo war ar stern e deroù 2012, en o zouez manifestadeg vras Kemper d'ar 31 a viz Meurzh. Digor e chom ar strollad da gement hini en defe c'hoant da gemer perzh !
Etre 6 eur ha 7 eur d'abardaez e vo degemeret Kembreiz Cymdeithas yr iaith. Dont a rafont da ginnig o strollad hag a stourm abaoe meur a zek vloaz evit kas o yezh war-raok en o bro. Sklaer eo en do Yann Vrezhoneger ur bern traoù da zeskiñ digante war ar mod da aozañ ha da gas ur stourm da benn vat. Digoust ha digor d'an holl ivez.
Da 8 eur e krogo ar sonadeg fest-noz gant sonerien deus ar c'hentañ : tud Alambig Elektrik, met ivez ar Breizh Akademy Cirkus, an triad Soubigou – Bourouleg – Kreac'hkadeg, ar c'houbladoù Stervinou – Broustal, Bihan – Hir, Jean-Claude ha Rozenn Talek, Fanchig ha Clem'... Kavout a ray ar riboulerien peadra da derriñ o naon hag o sec'hed war al lec'h, koulz hag un toullad standoù. Hag e-kerzh ar fest-noz e vo skignet un nebeud filmoù savet gant Canal Ti Zef.
Titouroù : ai.ta.breizh@gmail.com
■