Pourmenadeg er Palez

Insolites publié le 5/12/11 22:03 dans langues bretonnes par Yann-Lukaz Badeaud pour Kentelioù an Noz Gwinieg
t:1
https://abp.bzh/thumbs/24/24106/24106_1.jpg

Daoust d'an amzer fall, n'o deus ket bet aon ar 15 baleer bennak mont d'ar Palez disadorn d'an 3 a viz Kerzu. Deus tosenn ar Palez e oa tu da welout mat ar winieg tro-dro hag aspadennoù an donjon savet etre 892 ha 1023 gant an Duked Breizh. Ganet e oa bet ar filozof Abeilard e 1079 e-barzh an donjon-se. Ar bloaz-mañ e oa bet enoret Abeilard hag Heloïse gant ar gevredigezh Per-Abeilard ha savet ganto delwenn ar c'houblad. Souezhet-mik omp bet en ur welout kizeller an delwenn-se , Bilal Hassan-Courgeau o tremen dre-chañs. Da-c'houde hor boa graet un ehan dirak mirdi ar winieg. Istor ar wini adalek ar 16vet kantved a vez kinniget d'ar weladennerion gant traoù dibar evel traktor fourch kentañ ar winieg naonedat da skouer. Met istor gwinieg Breizh n'eo ket istor gwinieg Naoned hepken hervez al levr „Gwini ha gwin“embannet gant Coop Breizh e penn-kentañ ar bloaz-mañ gant Guy Saindrenan. Betek an 13vet kantved e kreske gwini e pep lec'h e Breizh met emporzhiadurioù ha kleñvedoù a zo bet un dra fall evit kalz gwiniegoù Breizh. E-pad pell e oa bet produet gwin er reter hag er c'hreizteiz Breizh memestra : e traonienn ar Rañs, war gourenez Rewiz, war gourenez Gwenrann ha tro-dro Redon. Kenderc'hel a ra gwinieg Naoned produiñ Muskadig ha Gros-plant met ivez plantennoù nevez pe blantennoù adkavet evel ar berligou a zo ur gwin pinot du evet gant an Duk Fransez II er 15vet kantvet dija. Piv a oar ? Martese e vo ar berligou-se arouez nevezadur Gwinieg Breizh… Kaoz zo ivez deus ur gwin nevez, ur gwin ruz, a vo tu da brenañ adalek 2018, anvet Meloñs Breizh. Dont a rafe ar Meloñs Breizh-se deus kemmadur ar Muskadig, en un doare naturel. Yech'ed mat deoc'h !


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.