Yaouank 2011 : tan de'i er sal gant ar Redadeg !

Rapport publié le 20/11/11 19:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
s1njst5s.mp4

Staliet e oa stand ar Redadeg e-kichen dor ar sal vras ma oa bodet 7000 a dud evit ur fest-noz kroget da 4 eur goude merenn. Stand kelaouiñ, gwerzhañ pegsunioù, ticheurtoù, ha lec'h emgav evit ar re entanet gant ar Redadeg hag ar flashmob.

Goude bagad Lokoal-Mendon dindan bazh hud Fabrice Lothode, goude sonerien Iwerzhon, setu Riwana Baudu o pignat war al leurenn hag o tisplegañ petra eo ar Redadeg, e brezhoneg hag e galleg. Hag ar sonerezh da gregiñ...

Met pelec'h emañ Dom Duff ? A-drugarez d'an daou skramm bras ha da gameraioù niverus ar sal, setu eñ o tont en-dro gant e c'hitar, pignet war kein tud yaouank gwisket ganto ticheurtoù ar Redadeg. Hag ar sal da huchal «'Cheyeyeyeyeye», ha da genderc'hel ur wech echu flashmob kentañ ar Redadeg. ' Oa ket dañset brav-brav, met pffff, pebezh startijenn !!!!


Vos commentaires :
Bertrand Deléon
Jeudi 26 décembre 2024
Ha ma vouezhfe an holl re-se evit Breizh, n'en em gavfemp ket ken genaouek !

Et si tous ceux-là votaient breton, on aurait l'air moins con !


Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?