Kannadour Pempta Glaz

Communiqué de presse publié le 5/10/11 15:09 dans Sport par Thomas Grand Guillot pour Sport E3
t:1
https://abp.bzh/thumbs/23/23389/23389_1.jpg

Evit ar Vretonet skignet er bed-oll

Abaoe 2009 e strivomp da lakaat war-sav ur gevezadeg nevez, ur pempatlon natur breizhek, a-dreuz an Argoad, o kenstrollañ pemp sport : neuial, redek war varc'h-houarn, redek war droad, bageal war yoloù ha bagoù dre lien. Krouet e vo ur redadeg espar etre Pornizh hag enez Eusa, Pempta Glaz hec'h anv.

Kroget eo gant mennozh Thomas : un amprouenn a lakfe da zizoleiñ gweledvaoù Breizh diwar skouer ar “Coast-to-coast” e Zeland nevez, ur redadeg hed-ha-hed dibaouez. Hirder ar gevezadeg zo bet graet diouzh e c'hoant e-unan. Ur skipailh tud mennet da gas ar raktres da benn zo bet krouet tro-dro dezhañ.

E 2010, evit ar wech kentañ, e oa bet amprouet gant Thomas heuliad ar pemp redadeg diouzh renk dezho hirderioù espar : neuial eus Pornizh da Sant-Brevin, redek war varc'h-houarn eus Sant-Brevin da Garaez, redek war droad eus Karaez d'ar Faou, bageal war yol-vor eus ar Faou da Gameled ha bageal war vag dre lien eus Kameled da Enez Eusa.

D'an 28 – 29 a viz Mae 2011 e oa bet prouet gant Thomas greüsted ar Pempta Glaz etre Pornizh hag Enez Eusa hep chom a-sav : 7 eurvezh o neuial, 7 eurvezh o redek war varc'h-houarn, 4 ½ eurvezh o redek war droad, 7 eurvezh o vageal war yol ha 6 eurvezh o vageal war ur vag dre lien. Un avantur nevez....

E 2012 e vo ar pal brudañ ar raktres ha Rannvro Breizh war un dro e C'hoarioù Olimpek Londrez. Graet e vo gant Thomas ar Pempta Glaz etre Pornizh ha Portland., diaz bageal ar C'hoarioù Olimpek. Evit ar raktres-se e vo heuliet Thomas a-bep eil gant ur skipailh SNSM ha pomperien.

Diwezhatoc'h, e 2013, hon eus c'hoant da aozañ ar Pempta Glaz evit ar sportourien o kemer perzh a hiniennoù, pe a skipailhoù ha lakaat war-sav ar gevezadeg etre Pornizh hag enez Eusa.

Mignoned diaspora Breizh, kemerit perzh en avantur-mañ, komzit eus ar raktres tro-dro deoc'h evit ma vo klevet gant an holl sportourien espar ha difennourien hon bro. Yaouank eo ar raktres ; klask a reomp sponsorien, aozadurioù e-maez gouarnamant, embregerezhioù ha kement 'zo.


Bezit kannaded ar Pempta Glaz !

(voir le site)

Trugarez vras a lavaromp deoc'h.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.