Produit en Bretagne o kreñvaat he gwrizioù

Communiqué de presse publié le 25/02/11 21:30 dans Economie par Gwenael Dage pour Ya !
t:1
https://abp.bzh/thumbs/21/21395/21395_1.jpg
Jakez Bernard prezidant Produit en Bretagne

Goude Sant-Brieg warlene e oa tro Karaez da zegemer emvod-meur Produit en Bretagne.

Laouen-bras e oa Jakez Bernard, ar prezidant, pa wele dirazañ ar 500 den deuet betek Karaez da glevet bilañs ur bloavezh dibunet gant ar rener Malo Bouessel Du Bourg, o renta-kont eus kement koulzad brudañ zo bet kaset da benn. Startijenn e-leizh a zo gant ar gevredigezh, ha kontoù kempouez , ha brud o kreskiñ un tamm e pep lec'h, peadra da reiñ c'hoant da embregerezhioù dont da vezañ ezel , evel m'o deus graet c'hoazh 44 anezho e 2010. « 2750 devezh a zob et roet gant an izili, a-benn kemer perzh e buhez ar gevredigezh. Piv zo gouest d'ober kement all ? » a c'houlenn ar prezidant d'ar saliad, kendrec'het gant imor vat ar renerien.

Pelloc'h

E-pad bloavezhioù he deus pouezet Produit en Bretagne war ar c'hengred. Kendalc'het e vo, evel-just, met cheñch ton a raio ar bruderezh. « Dav deomp mont war dachenn ar blijadur, implij ar binvioù modern evel Internet, ha krediñ bezañ un tamm diroll, evit en em zigeriñ war ar re yaouank » eme Martine Perrault, e-karg eus ar c'hehentiñ en ur ginnig ar c'houlzad buderezh o treiñ tro-dro d'an adlec'helaat . Goude eo bet tro Herve Juvin, ekonomour, eus Malestreg, deuet da reiñ skouerioù tennet eus e veajoù dre ar bed ha da gadarnaat Produit en Bretagne en he dibaboù, o embann meur a wech « e tremeno an dazont dre ar strolladoù tud dezho un identelezh kreñv ha n'eo ket dre an hiniennoù. »

Estrenvro

« 18 vloaz goude bezañ bet roet lañs da Produit en Bretagne eo deuet poent mont pelloc'h » a zisklerias Jakez Bernard en ur ginnig un aozadur nevez, Bretagne Excellence, un embregerezh mod nevez hag a ginnigo d'an estrenvro ar pep gwellañ eus ar pezh a vez graet e Breizh. Hag eñ da c'houlenn e kemerfe Produit en Bretagne perzh evit 150 000€ e kevala an SARL. Bez' e tlefe an aozadur-se bezañ savet hepdale, sikouret ma vo gant an tiez-bank brasañ a gaver e Breizh. Brudañ a raio 300 produ, e-touez ar re wellañ a vez graet er vro.

Goude an devezh eskemm eo aet pep hini eus e du, o lakaat emgav evit an nozvezh sevenadurel a vo aozet d'an 20 a viz Mae e Gwened, evit tañva krouidigezhioù nevez arzourien Breizh.


Vos commentaires :
Lundi 20 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.