Meuriad Brandivi : pebezh startijenn !

Dépêche publié le 23/12/10 22:23 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20909/20909_1.jpg
7p9sef9hdj6z67660r06zfrlaz49p96xvog2ydb7kocgskoduk.mp4

Asantet he deus Catherine Pasco hag he meuriad, (teir flac'h, tri mab, an amezeien, ar mignonezed hag ar c'houblad Drumel) krouiñ un abadenn ispisial evit festival Taol Kurun. Goude Lors Jouin, ar strollad Liamm, Toud'sames, Nolwenn Krobell ha Soig Siberil o seniñ asambles evit ar wech kentañ ...

Seitek soner ha kaner evit debriñ ar friko fardet gant Rose, eus Guiskriv. An Diaoulezed, 6 plac'h boas da seniñ gant Yann Dour, tud Kef Kef Band, aozet ganto pladenn “Balafent”, meur a strollad bet trec'h e Kan ar Bobl, e War Raok, al Loeroù Ruz, ... Stourmerien (ha stourmerezed dreist-holl) evit an endro (Menhirs libres, filajoù un tammig e pep lec'h er vro), dastum a reont sonennoù, lakaat a ra Catherine an dud da ganañ ouzh taol, pa vezont o vale e Pleuigner, Karnag ...

Petra vo da zebriñ ? Soubenn miskli gant safran, “choucroute” ar mor, fars gwen hag avaloù gant chouchen. Hag evit ar re ne zebront ket loened, ur meuz ispisial gant bodoù touseg, crumble hag ur bern traoù lipous ...

Met ouzhpenn ar boued hag ar boeson a galite a vo : boued spered gant sonennoù ar vro. Ha pep kaner a c'hello kanañ e-pad an digor-pred a-raok ma vo digoret sal vras ar C'hoad Kaer.

Mirit ho plas a-raok ar 5 a viz Genver d'an niverenn pellgomz-mañ : 02 98 71 74 94. D'ar gwener 14 a viz Genver e vo an abadenn da 8e e Kemperle gant an degemer adalek 7 eur, e sal ar Choad Kaer.

Gant ar video a-gevret, deoc'h-c'hwi da bleustriñ an tonioù a vo kanet e-pad an digor-kalon hag e-pad ar festival, ma karit ! Deuet e oa c'hwec'h plac'h da ganañ e Kemperle evit pleustriñ gant tud ar vro. Ha plijadur zo bet, me lâr deoc'h !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?