Re Yaouank an UDB e Donostia : San Sebastian

Communiqué de presse publié le 2/10/10 15:34 dans Politique par Mona Bras pour Mona Bras
https://abp.bzh/thumbs/20/20013/20013_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20013/20013_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/20/20013/20013_3.jpg

Eusko Alkartasun (EA), strollad politik a vro Euskadi, en doa tolpet rac'h e izili d'ar sadorn 19 a viz Gwengolo e Donostia. Ur lid digor d'an holl evit reiñ da c'houiet da neb a gar eh eus nerzhioù evit kas an dizalc'hidigezh da wir ... ha labour àr ar stern ivez.

Ur 500 den bennak oa bet, é selaou hag é eilgeriañ ar politikerion get begon. Ni, izili ag an UDB en o mesk, bammet dirak kement a jourdoul ha loc'h-bras ennomp àr-un-dro pa oamp bet trugarekaet get ar predegenour.

Strollad broadelour ag an tu-kleiz anezhañ, stourm a ra EA evit ma vehe dizalc'h Bro Euskadi. Ha p'o deus dibabet un hent difeulz eo arvarus an traoù d'ar mare-mañ evite pa ouier emañ é klask Madrid diskar kement strollad a glaskehe mont e darempred get tud Batasuna (strollad politik lakaet da sponterion get stad Spagn ha difennet).

Doc'hpenn-se n'a ket ar PNV, strollad broadelour pennañ bro Euskadi, trema hent an dizalc'hidigezh ha strewet eo an nerzhioù àr-un-dro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?