Ar Redadeg : beaj-studi pevar C'Hembread

Dépêche publié le 13/05/10 16:18 dans People par Gwyn Griffiths pour Gwyn Griffiths
t:0

Pevar C'Hembread a gemero perzh er Redadeg e trowardroioù Pontrev. Ne vo ket trawalc'h evito redek gant banniel Kembre war o diskoaz. Dont a reont ivez evit studiañ penaos e vez aozet ar Redadeg ha penoas e c'hallfe bezañ aozet ivez e Bro-Gembre er bloaz a zeu.

“P'am boa klevet komz eus ar Redadeg, bloaz zo bremañ, em boa soñjet e vefe un dra vat da Gembreiz diskouez seurt spered rik ha rik ha yac'hus zo ganeomp ivez e-keñver hor yezh, ha c'hoant zo ganeomp sevel un dra bennak heñvel e Kembre” eme Siôn Jobbins a zo penn an dileuridi.

Bet int bet c'hoazh e Bro-Euskadi evit komz gant an dud e karg ar 'Korrika', ar redadeg a bep eil a zo diazezet hor Redadeg warni. Fellout a ra dezho ivez kemer ur perzh oberiant enni, evel rederien. Chom a raint e Breizh eus an 13 betek ar 17 a viz Mae.

Ar pevar C'Hembread o kemer perzh er Redadeg eo : Siôn a labour evel rener rann ar 'marketing' e Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth, Alun Owens, Rener Kreizenn Urdd Gobaith Cymru e Kerdiz (ar gevredigezh-se a vod un 50 000 kembraeger yaouank bennak), Kevin Davies a zo rener Menter Iaith Rhondda Cynon Taf (un aozadur a zo e bal kas war-raok implij ar c'hembraeg e traoniennoù kreisteiz Kembre) ha Dr Gareth Popkins, un den a lezenn a gomz galleg.

“Fellout a ra deomp gwelout penaos e vez kaset ar redadeg, kompren penaos e vez diogelet ar rederien , gouzout piv a gemer perzh, penaos e vez aozet an hent en a-raok ha war an dachenn hec'h-unan, hag evel just komz diwar-benn an abadennoù a bep seurt a vez aozet tro-dro d'ar Redadeg. Redek a raimp ivez, Gareth ha me evit Cymdeithas Cymru-Llydaw (Kevredigezh Kembre-Breizh, diazezet en Aberystwyth) Alun evit an Urdd ha Kevin evit ar Menter. Ar 400 euro a zo bet dastumet e Kembre a servijo evit kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Laouen-bras omp.”

Kevredigezh Breizh-Kembre, diazezet e Landreger, a zo bet an hanterourez evit aesaat ar veaj-se, he deus he reder ivez : Tangi Legavre a vo o redek eviti en Aodoù an Arvor.

“Plijout a ran din kalz dont da Vreizh. Ar wech kentañ din e oa e 1983 ha gwelet a ran sklaer ez eus mui-ouzh-mui a zudi gant ar Vretoned en o yezh hag en o sevenadur. Pevar c'hembraeger zo ac'hanomp. Pegen dudius ha plijus eo gwelout an heñveladurioù etre hon div yezh ha kaout tu da greñvaat al liammoù a zo tost-tre dija etre hon div vro geltiek' a ouzhpenn Siôn.

Ar veaj-studi-se zo bet arc'hantet gant ar Rouedad evit al liesyezherezh a zo ezel eus ar Welsh Language Board (Ofis ar C'Hembraeg). Ur rentañ-kont a vo savet hag un emvod a vo dalc'het e Kembre e miz Mizheven evit gwelout hag-eñ e vo posubl aozañ ur redadeg e Bro-Gembre er bloaz a zeu.


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.