Ar redadeg etre bro Gwened ha Banaleg

Rapport publié le 12/05/10 22:31 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18272/18272_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/18/18272/18272_2.jpg
zr9d4dgy85hmb2z5.mp4, qdfhbon7fv9x6gtn.mp4

Tud mennet, plijet, ne baouezent ket da selaou ton «Redadeg daou vil dek, redomp evit ar brezhoneg».

Kalz plijadur o deus bet ar rederien o kemer hent Toulfoen, a oa brudet evit pardon Sant Moris gwechall. Gant Anne-Mari oa bet kontet istor ar vro, kanet tonioù dastumet ganti ba Kloar, hag ar rederien niverus e Kemperle ha Banaleg (a-drugarez d'ar vugale ha d'o skolaerien).

Krennarded skolaj Diwan Kemper a oa kalzig ivez. Surentez efedus, daoust d'ar chamonioù a oa stank war an hent. Ur c'harr samm hir gant ar blenier o pellgomz en deus lakaet meur a hini da gaout aon !

Mod-all, kouezhet eo Frederique gant he gamera Frans3 deus ar c'hamion, brav vo ar film met marteze e vo diaes dezhi kerzhout war lerc'h.

Gourc'hemmennoù da Erik Oudart hag Yvan Kerever evit tout al labour kaset da benn a-hed ar bloaz hag hiziv. Redek a raent e pep lec'h !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?