Lec'hanvadurezh. Sinañ a ra an Ofis un emglev kenlabour gant an IEO (Institut d'Estudis Occitans).

Communiqué de presse publié le 14/03/08 14:27 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne
t:1
https://abp.bzh/thumbs/10/10012/10012_2.gif

Da-heul kollok Auch, bet dalc'het e Kuzul-departamant ar Gers en diskar-amzer tremenet, ma oa bet goulennet ouzh an Ofis kinnig e hentennoù hag e ostilhoù labour, ez eus bet degemeret e Karaez d'an 19 a viz C'hwevrer pevar zileuriad eus an I.E.O. (Institut d'Estudis Occitans), aozadur staliet e Tolosa, a-benn diskouez dezho ar mod ma vez pledet gant ar panellerezh-hent divyezhek hag al labour enklask ha reizhañ anvioù-lec'h kaset da benn gant an Ofis e Breizh.

E kumunioù zo eo krog an Okitaned da staliañ panelloù mont e kêr divyezhek. Ma ne weler ket ar yezh war an hentoù-departamant evit c'hoazh, dleout a rafe an traoù treiñ war an tu mat prestik koulskoude.

Evit skoazellañ an Okitaned da vont war-raok gant studi lec'hanvioù o bro ha heuliañ en un doare micherel ar panellerezh divyezhek a vo staliet eno en deus asantet Ofis ar Brezhoneg rannañ e skiant-prenet ha fiziout en I.E.O. framm e ziaz lec'hanvadurel bet savet evit heuliañ skoueriekadur al lec'hanvioù hag ar panellerezh divyezhek. Un emglev kenlabour ofisiel e brezhoneg hag en okitaneg zo bet sinet da-geñver an devezh-se etre Fulup Jakez, rener an Ofis ha Jan Moreu, rener an I.E.O. Eskemm doareoù ober war an terkerezh yezh zo un dra vat evit lakaat an eil d'ober e vad eus araokadennoù egile. Tamm-ha-tamm e vez stankoc'h-stankañ an darempredoù etre Breizh hag Okitania war tachenn ar yezh.


Vos commentaires :
Jeudi 9 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.