Redadeg 2026 : Eus Lannuon betek Naoned eus a n 8 d’ar 16 a viz Mae

Communiqué de presse publié le 12/12/24 2:39 dans Langues de Bretagne par tifenn Siret pour tifenn Siret
An Taol Lagad 27 a viz Mae 2024 (2215 vues)

Bodet e oa bet izili ar Redadeg d’ar 7 a viz Kerzu 2024 e Pondi evit Emvod-Meur ar gevredigezh. Fin an devezh oa bet divizet gant ar C’huzul-merañ nevez lec’h loc’hañ ha degouezh he 10vet abadenn e 2026. Lañset e oa bet ar galv e miz Here d’ar c’hevredigezhioù. Ur bodad labour a-youl vat zo bet savet evit reiñ lañs d’ar galv, kejañ ouzh pep hini en deus lakaet e anv e miz Du gant ar pal gouzout hiroc’h diwar-benn pep raktres. Diouzh muzulioù a bep seurt, eo bet graet ar choaz hervez ur votadeg ha laouen eo Kuzul-merañ nevez ar Redadeg hag e vodad labour o kemenn deoc’h e vo degemeret loc’hañ 2024 e Lannuon d’an 8 a viz Mae hag an degouezh 8 devezh war-lerc’h e Naoned d’ar 16 a viz Mae. Ar pal kentañ bremañ eo liammañ an div gumun gant un hentad a dreuzo Breizh 5 departamant. Gervel a ra ar Redadeg an holl gevredigezhioù, kerent ar skolidi Diwan, Div Yezh, Divaskell ha tud dedennet evit sevel a-stroll hentad 2026 war o zerouar. («https://www.ar-redadeg.bzh/br/ar-gevredigezh/article/darempredou» target=«_blank» rel=«noopener»>furmskrid darempred war lec’hienn internet Ar Redadeg)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?