Marijo Mellouët aet d'an Anaon : bro Kemperle e kañv

Chronique publié le 22/07/22 12:07 dans Disparitions par Fanny Chauffin pour Kerne+Multimedia"> Kerne Multimedia

p
Marijo, ur vaouezh dreistordinalMari
Marijo en he stal, ba Kemperle, ar bloaz-mañ (587 vues)
Marijo en he stal, ba Kemperle, ar bloaz-mañ (587 vues)

Dindan an heol gor e oa bet lidet obidoù plac'h an tan, plac'h al levrioù hag ar stourm, evit ar brezhoneg, evit ar merc'hed, evit demokratelezh an holl bobloù er bed

En ur mizvezh en doa an Ankou graet e labour : daoust d'he stourm, abaoe pell, ha d'an nerzh divent e oa aet kuit Marijo, da 56 vloaz. Bro Kemperle, ha pelloc'h c'hoazh, bed ar brezhoneg, bed ar stourmerien, bed ar merc'hed o stourm evit gwirioù mabden, an holl a oa gant o c'halonoù rannet abaoe ar c'heloù dilun. Penaos enoriñ ur vaouezh ken degemerus, ken digor he spered, gant ur gerig evit pep hini, a-hed ar bloaz e-pad 25 bloavezh en he stal, plasenn st Mikêl, "Penn da benn" ? Goude an oferenn en iliz a oa tal kichen ar stal, gant orgaoù ha bombard, kantikoù e brezhoneg, e oa bet roet plas war lerc'h d'an enor lik ba Lokunole e lec'h e oa o vevañ gant sonerien, barzhed, kanerien, mignone.z.ed.

Kenavo, Marijo, aet kuit re abred, kalz re abred...


Vos commentaires :
Éamon Ó Ciosáin
Mardi 16 août 2022
Ur c'helou mantrus. Sonj em bo ouzh an degemer er stal, ar startijenn gant ar plac'h lemm he spered, atav o kinnig traoù nevez hag o tigerin ar speredoù. Graet he deus ur pezh labour evit al levrioù hag ar brezhoneg. Aet eo kuit re abred, ya sur. Peoc'h d'he spered brokus.
3
Milena Krebs
Mardi 16 août 2022
Plac'h an tan
plac'h entanet
pa vez menezioù Arre dindan an tantad
lazhet an tan ennout ha ni diluget, lazhet, mantret
menez Mikael Brasparzh duet
menez Mikael Kemperle devet gant an heol
douster an dour
ha nerzh an tan
nerzh ar stourm evit merc'hed ar bed
Tan b'ar bed
tan ba kalon pep hini
ur mor a dud dirak an iliz, e sal Lokunole
treuzkaset an tan
ganti ?
treuskaset ar c'hoant da zreuskas ar yezh
an ingalded, ar frankiz ?
ar stourm o tiwan dindan al ludu ?
3
iffig
Mardi 16 août 2022
bro Gemperle «e kañv» a oa da skrivañ moarvat, ha n'eo ket e«e kuñv».Ur fazi koukouk diwar ar from sur a-walc'h. N'anavezen ket ar vaouez-se. Doue d'he fardono !
0

Écrire un commentaire :

Combien font 0 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées.