Le chant de la griffe, ur strollad mouezhioù savet gant Sylvain GirO
Brav al labour, fromus an tonioù, setu un taol esae kaer graet gant kaner Kate Me ha skipailh tud bro Redon, mignoned a viskoazh evel Hamon-Martin. E Plañvour, goude an Oriant, setu krouidigezh nevez ur c'haner a gont e Breizh.
Krouidigezh diwezhañ ar c'haner a oa gant daou zen, ur c'haner hag ur soner. Aze, gant c'hwec'h den war al leurenn e-pad kazi un eurvezh hanter e vez diskouezet ul labour don, gant doareoù a bep seurt da gano : laz kanañ, liesvouezhiek, liesyezhek, o reiñ da bep hini ur plas. Plas an enor a ya d'ar merc'hed a gan kalzig o-unan, o vout tal kichen Silvain hag o rein ur bern livioù d'e c'han.Plijus ar paozioù, gant ur sonenn deuet da vout ur c'han hengounel : "la rue des lilas"; hag unan all a vo, moarvat, hag a gont penaos e ya an dud war al loar pa vo distrujet pep tra war an douar. Kit da wel, rannit, ha prenit ar bladenn pa zeuio er maez !
■