Jakez Karter, kavadenner ar C'hanada ?

Annonce publié le 20/03/24 11:10 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour BREZHOWEB
t:1
https://abp.bzh/thumbs/70/70073/70073_1.png
Jakez karter a oa enebour gant Jean-François de la Rocque de Roberval, hag an trouz etreze en deus bet efedoù war politik trevadennerezh rouantelezh Bro-C'hall...
Jakez Karter : Kavadenner ar C'hanada / Jacques Cartier et le Canada - An Istor Livet (467 vues)

Jakez Karter 'zo brudet evit bezañ roet anvioù mil-vrudet evel "Montreal", ar stêr Sant-Loarañs pe ar "C'hanada".

Ganet eo e Sant-Malo war-dro 1490 ha n'ouzomp ket kalz a dra diwar e-benn a-raok e gejadenn gant ar roue Bro-C'hall Fañch ar Iañ.

Dale 'zo gant Rouantelezh Bro-C'hall e-keñver broioù all war redadeg ar bed nevez. Ha dreist-holl war klask un hent nevez ken mont da genwerzhañ e Azia, dont da vezañ diaes a-c'houde eo bet tapet Kergustentin gant an Impalaeriezh Otoman.

Setu penaos eo bet lakaet Jakez Karter e penn beajoù davet ar c'hornog, ken klask an hent-se ha... N'eus ket anezhañ !

Teir beaj a zo bet graet gantañ ha gwelet int bet evel c'hwitadennoù d'ar c'houlz-se, betek lakaat un troc'h-bras da bolitik trevadennerezh rouantelezh Bro-C'hall.

Setu ar pezh 'vez kontet er video-se, leun a ditouroù, hag en o-zouesk, istor anv ar C'hanada roet gant Jakez Karter...

Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg hag e brezhoneg, da welet war Brezhoweb o klikañ amañ !


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.