Iliz-veur Itron-Varia Bariz digor d’an holl adarre

Chronique publié le 7/12/24 17:17 dans Culture par J-L Le Floc'h pour J-L Le Floc\'h
https://abp.bzh/thumbs/71/71198/71198_1.jpg
2016. La cathédrale de Paris avant l'incendie. Vue nocturne de la façade. Iliz-veur Pariz (2016) a-raok an tan-gwall.
https://abp.bzh/thumbs/71/71198/71198_2.jpg
2016. La cathédrale de Paris avant l'incendie. Vue nocturne du chevet. Iliz-veur Pariz (2016) a-raok an tan-gwall.

Peseurt liamm etre iliz-veur Itron-Varia Bariz ha Breizh ? Ha n’eo ket anat a soñj deoc’h ? Gwelomp pelloc’hik...

Ur sell ouzh an istor.

Da gentañ penn an anv a Bariz a zeu eus unan eus ar pobloù keltiek (pe galian) a oa o vevañ en Europa daou vil vloaz zo : «ar parisii » (ar gêr-se o vezañ amañ kinniget dre e stumm latin). Setu evit anv kêrbenn Frañs a-vremañ.

Da heul, an Iliz-veur-mañ - savet eo bet e-korf daou gantvedad er grenn-amzer hag adkempennet diwezhatoc’h betek an XIX kantved gant Viollet-le Duc, goude gloazadennoù an Dispac’h braz - a zo gouestlet d’ar «Werc’hez Vari » ; da lâret eo Mari, Mamm Jezuz. Dav eo d’an holl, ha pa vefent kristenien pe get, anzav-se, dre m’emaomp e stêr an istor betek-hen.

A-benn ar fin eeunoc’h eo ar ger brezhonek (« Iliz-veur ») a gav din, evit ar ger gallek (« Cathedrale », diwar ar ger «cathedre » a dalv kador an Eskob), dre m’emañ un Iliz-veur un iliz da gentañ-penn ha n’eo ket ur mirdi hepken, ha pegen brav e vefe war boent ar savouriezh hag an arzoù kaer, n’eo ket ‘ta ? « Braventez a salvo ar bed » (Dostoïevski).

Ur sell ouzh darvoudoù ar bed.

Daoust ha n’eo souezhus pe kevrinus m’eo addigoret d’an holl (evit lidadenn pe gweladenn) en ur prantad trubuilhus e bro-Frañs (gouarnamant ebet ken) pe en Europa - ar brezel en Ukraina «https://x.com/ZelenskyyUa/status/1865709519352873408?t=74fYdPigb6X6TkzLbfBScQ&s=03»>https://x.com/ZelenskyyUa/status/1865709519352873408?t=74fYdPigb6X6TkzLbfBScQ&s=03 - pe e lec’h all er bed a-bezh --  bro-Siri «https://x.com/BrunoTertrais/status/1866226085874086222?t=xy93ntmFXiI28BfGpdd4JA&s=03»>https://x.com/BrunoTertrais/status/1866226085874086222?t=xy93ntmFXiI28BfGpdd4JA&s=03 , sinadur ar feur-skrid anvet «Mercosur » ? – ha me oar c’hoazh....

Ar re n’eo ket bet bevet gante feulster ar gêr vraz, ar re-se a c’hello mousc’hoarzhin un tamm dispriz ouzh o muzelloù. Ar re all e vo komprenet gante petra a lavaran. Daou vonumant braz zo e Pariz. An tour Eiffel, gwriziennet e teknikoù modern. Houmañ a ziskouez an oabl. Iliz-veur Itron-Varia, gwriziennet e skiant-prenet ar Bibl. Houmañ a ziskouez an Neñv. An eil hag egile zo talvoudus.

Aes eo kompren emañ «Notre-Dame » (e galleg) pe «An Intron Varia » (e brezhoneg) e-kreizig buhez ar bed. E-kreizig a gêr vraz emañ ur skeudenn a beoc’h evit an annezidi pe gweladennourien kêrbenn

. Setu perak e oe ken fromus ha spontus an tan-gwall.

Ur sell ouzh ar feiz.

N’eo ket re bell ar mare ma oa kalz-kalz a Vretoned o tougen an anv-bihan a Vari, memes evit ar baotred, - da skouer : «Yann-Vari » (pe «Jañ-Maï », evel ma veze klevet e Bro-Gerne) - . Gwechoù all e veze kuzhet e foñs ur chadenn a anvioù-bihan. Dre ne oa ket ral da Yann pe da Gatell kaout tri pe bevar anv-bihan, d’ar poent-se.

N’eo ket echu c’hoazh. E Breizh eo gouestlet da Vari kalz a lec’hioù, chapelioù hag all. Hini Rumengol (Penn-ar-bed), a zo e-touez ar re goshañ – marteze da heul ul lec’h sakr kozh. Hini Kerrien «https://fr.wikipedia.org/wiki/Chapelle_Notre-Dame-de-Toute-Aide_de_Querrien»>https://fr.wikipedia.org/wiki/Chapelle_Notre-Dame-de-Toute-Aide_de_Querrien , (Aodoù-an-Arvor), a zo bet savet war zigarez un Emziskouez «https://fr.wikipedia.org/wiki/Apparitions_mariales_de_Querrien»>https://fr.wikipedia.org/wiki/Apparitions_mariales_de_Querrien , e 1652, anavezet e doare ofisiel pe kazi-ofisiel. Gwelit al levr « Emziskouezioù ar Werc’hez e Breizh » gant Erwan ar Menga, 1969, pajennadoù 89-138). Embannet eo bet ivez e galleg « Apparitions de la Vierge en Bretagne » (Yves du Menga), hag adembannet dre Resiac.

War an dachenn-se ivez, n’eus ket da ankounac’haat ez eo Santez Anna, houmañ Mamm ar Werc’hez Vari, enoret evel patromez Breizh a-bezh, er Mor-Bihan, e bazilikenn Santez Anna Wened «https://br.wikipedia.org/wiki/Santez-Anna-Wened»>https://br.wikipedia.org/wiki/Santez-Anna-Wened , evel-just !

Anavezet eo Sz Anna evel Mamm-gozh ar Vretoned e-doare poblek. Ma ‘z eo desevel ar bugel (ar vugale) afer ar vamm hag an tad, ez eo afer ar vamm-gozh (hag an tad-kozh) degemer ar bugel e chadenn an holl hendadoù, ha reiñ dezhañ da gompren ez eus bet tud a-raok e gerent. Ar mammoù (pe ar maouezed dre vraz) a oa pouezoc’h o roll e Breizh (e kevredigezh hengounel) eget e-lec’h all e bro-Frañs hag en Europa, hervez sokiologourien zo. Marteze, eo dav gouzout-se evit kompren muioc’h istor Sz Anna Wened. Posubl eo da Yann pirc’hirin sevel ar goulenn d’an nebeutañ. Dre-se eo lakaet ar poent war an treuzkas, ivez.

Setu, liammoù don zo etre ar Vretoned hag ar «Familh Santel», Mamm ha Mamm-gozh, a-hed an istor ha betek hirio.

Evit peurechuiñ war dachenn ar feiz, menegomp ez eo an 8vet a viz Kerzu, ma vo lidet kentañ overenn goude an tan-gwall spontus. Un devezh braz eo, choazet a-ratozh kaer hep mar ebet, evit enoriñ an Intron Varia el liderezh katolik. Hag hi ur grouadurez kement dilorc’h hag istorel, plac’h bro-Israel, ya ur grouadurez, ur vaouez ya, ha n’eo ket un doueez pe un idol bennaket. Sklaeroc’h eo e lavarout.

Ur sell ouzh an artizaned, war-lerc’h paotred an tan.

Penaos uhelaat an daoulagad ouzh an Iliz-Veur hep kaout ur soñj evit an holl (2.000 artizan, 250 embregerezh) o deus kemeret perzh, mod pe vod, el labour divent-se : adsevel, adkempenn, un Iliz-Veur ken gloazet ma oa bet tost da vezañ peurzistrujet....nemet ez eo deuet a-benn paotred-an-tan da vougañ an tan...

Ur merzi braz ivez d’an holl re (war-dro 350.000 den pe embregerezh, hervez kont) roet gante un tamm arc’hant (deuet eus pep lec’h war hon flanedenn) evit ar pikol chanter-mañ. Pep gwenneg a gont. A-drugarez d’ar profoù-se, n’eus ket bet ezhomm eus argant publik (ar stad an hini eo a zo perc’henner war an Ilizoù-meur). Tamm ebet.

Kavet e vo amañ liammoù «https://www.letelegramme.fr/bretagne/de-la-restauration-a-la-reouverture-ces-bretons-apportent-leur-pierre-a-notre-dame-de-paris-6717753.php»>https://www.letelegramme.fr/bretagne/de-la-restauration-a-la-reouverture-ces-bretons-apportent-leur-pierre-a-notre-dame-de-paris-6717753.php war-zu pennadoù (tammoù-kregiñ nemetken) ar gazetenn «An Delegram », diwar-benn un toullad anezhe.

Un destennig vrudet da geñver ar Werc’hez-Vari, a ginnigan amañ e brezhoneg.

« Ni ho salud Mari,

leun a c’hras.

An Aotrou Doue a zo ganeoc’h.

Benniget oc’h dreist d’an holl gwragez

ha benniget eo frouezh eus ho korf Jezuz.

Santez Vari,

Mamm da Zoue,

pedit evidomp,

pec’herien,

bremañ ha da eur hon marv.  »

Ar gerioù-se n’int ket komzoù toull. Talvoudus int e pep mare, brav pe dister, a-hed ur vuhez. Koulz er chal hag en dichal...

Ar Salm 121, bet dibunet disadorn evit digeriñ an dorioù.

Petra eo ur Salm ? Un destenn, ur varzhoniezh, skrivet (en hebraeg) evit bezañ kanet, dre sikour ton un delenn an aliesañ, pa vez ar pirc’hirinded o pignat war-zu Templ Jeruzalem (ar vro a zo war-dro 900 metrad hec’h uhelded, eno). Al levr m’emaint lakaet ennañ, staget ouzh ar Bibl, a zo ec’h anv «Levr ar Salmoù » pe c’hoazh «Levr ar c’hanmeuliñ » (« Livre des Louanges », e galleg). 150 Salm a zo. Reoù zo berr, reoù zo hir. Bez e c’heller lenn hini pe hini hervez ar c’hoant pe ezhommoù al lenner. Fri-furchal amañ hag ahont evit diskoachañ skiant-prenet eus ar vuhez pe kan ar galon lakaet dre skrid. Treuskaset int bet deomp a rumm da rumm, abaoe tri mil bloavezh... Un toullad mat anezhe a c’hellfe bezañ bet skrivet gant ar Roue David, sañset. Posubl eo pa ouezer ur sant evel Colmcille/Kolomban, da skouer, en hon broioù keltiek a zo bet Roue en Iwerzhon, ha dre-se brezelour (ha telennour ivez ?), a-hed al lodenn gentañ eus e vuhez....

Dont a ra troidigezh ar Salm 121, kinniget amañ, eus «Leor Salmou », embannet nevez zo (diskar-amzer 2024) gant ar gevredigezh Minihi Levenez. Brav hag aes da lenn. Brezoneg (doare-skrivañ skolveuriek) gant Job an Irien evit al lodenn vrasañ anezhe. Echuet gant ar gevredigezh (enni brezhonegerien a-vihanik) evit ar peurrest. Lakaet e peurunvan gant aozer ar pennad.

Pebezh levenez p’eo bet lavaret deomp :

« Da di an Aotrou ez eomp !

Bez emañ hon treid

Ouzh da zorojoù, Jeruzalem !

Jeruzalem savet evel ur gêr

Lec’h m’edo unanet kement tra.

Daveti e pign meuriadoù, meuriadoù an Aotrou

Testeni en Israel evit meuliñ anv an Aotrou

Rak eno emañ kadorioù ar varn,

Kadorioù tiegezh David.

Pedit evit peoc’h Jeruzalem

« Peoc’h d’ar re a gar ac’hanout ! »

Ra vezo ar peoc’h en da vogerioù

Hag an diskuizh en da balezioù.

Evit va breudeur ha mignoned

E lavaran : «Peoc’h warnout ! »

Abalamour da di an Aotrou hon Doue,

Ec’h hetan eurvad evidout.

MAJ 2024/12/09 ha 2024/11/12

Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?