Gwen Huon : marv eo rener Keav, mignon ur bern brezhonegerien

Chronique publié le 23/04/21 20:04 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0
Gwen Huon (532 vues)

Un devezh trist eo hiziv, daoust d'an heol gorr ha d'an nevez amzer : marv eo Gwen Huon, yaouank c'hoazh, prest da sikour, da zegemer an holl stajidi, deskidi, da forzh peseurt oad, ha da forzh peseurt live gant ur fent... divent.

Breur Huon, mab Huon, stourmer evit ar brezhoneg abaoe e yaouankiz, kelenner saozneg sot gant ar c'helenn, hag an treuzkas, ne veze ket gwelet war platoioù tele pe war ar c'hazetennoù alies. Koulskoude, ma z'eus un den en doa kontet evit remziadoù stajidi, skolidi, kelennerien, ... pa zeue an hañv, asambles gant Ana ar Beg, e oa un den anvet Gwen Huon, gant e spered digor a chomo ba penn pep hini an dud o deus graet anaouedegezh gantan.

Mersi bras neuze, ha gourc'hemennoù a gengañv gant an holl izili er familh, glac'haret gant koll Gwenael.

Beaj vat en tu all, breur kozh !


Vos commentaires :
Jeudi 25 avril 2024
N'eus ket reolenn ebet, e-giz-se 'vez lâret an dra-mañ amañ e brezhoneg prop.
«Hennezh zo ur mignon da ma c'hoar, hennezh 'oa ur c'hamarad din, bez 'zo ur c'hamarad din a zo aet gant ar c'hleñved ...»

Me, un den ha n'eo ket gouest da «huchal» dre skrid.

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.