Feg-Niouz gant Jean-Claude Le Ruyet

Présentation de livre publié le 19/07/24 15:41 dans Littérature par La rédaction pour La rédaction
https://abp.bzh/thumbs/70/70682/70682_1.jpg
Aozer/arzour : Jean Claude Le Ruyet; Ti-embann_Embanner : Skol Vreizh Genre : Keleier, e brezhoneg Kinnig : Paperback Niver a bajennoù : 250 Mentoù : 15 x 21 cm Embannadur : 2024-05

A-oll-viskoazh e klask an denion ar Wirionez.Hervez lod ema bet kavet dija, ha pell zo. Evid lod arall e chom kuzh. Evid Pirandello eh eus ur wirionez da beb unan. A-benn ar fin, e gwirionez (!), e chom an den gant ar mister.Mez hiziw-en-deiz, setu brasaet ar mister c’hoazh, pa glask tud zo, tort o eneioù, silañ doereioù faos war ar marc’hallac’h. Kit bremañ da ouied petra zo gwir ha gwirion ha petra n’eo ket ‘med kelaouier faos ha diwir !

Eüruzamant e chom tud onest a-walc’h evid lâred ar wirionez diouzhtu ha didro : er levr-mañ, henn touiñ a raomp, ne vo kavet nemed traoù faos, koñchennoù diwanet en ur spered douget da guitaad ar bed-mañ, ken ankéniuz, evid moned da c’haloupad divrid e pradaouier divent ar faltazi. Mar en deus graet an dra-se plijadur d’ar skrivagner e hetomp kement arall d’ar lennerion ive...

An aozer :

... 1948, zo bet skolaer publik. Skrivagner eo un tamm e galleg hag e brezhoneg. Bet eo bet margodenner eizh vloaz pad, gant arvestoù ar gompagnunezh An teir askolenn (Les trois chardons) lakaet e brezhoneg. Labouret en doa ive gant Dihun evel kuzulier pedagogel er c'hlasoù diwyezheg ar skolioù prevez. Animator eo bet e meur a staj brezhoneg. Ezel a Skol uhel ar Vro eo.

(Gwell eo lemel afer an doare-skriv : skriv a ran bremañ e peurunvan, gwellaet un tamm !).

Oberennoù :

- 2000 : Donaw, Skol Vreizh, romant.

- 2002, Pik ha pik ha kole kamm, barzhonegoù evid ar vugale, Skol Vreizh.

- 2005 : Kan an toudig glas (+ CD), Barzhonegoù evid ar vugale, Skol Vreizh.

- 2009 : Distro an noziganed, barzhonegeoù evid ar vugale, Skol Vreizh.

- 2012 : Bien prononcer le breton d'aujourd'hui/Les liaisons, (un diverradenn hag e zezenn Komz, liamm ha norm, Roazhon 2, 2009), Skol Vreizh.

- 2018 : Où va la Bretagne ? kenskrivet ged Yves Lebahy, Skol Vreizh.

- 2022 : Le breton : Des dialectes à la langue écrite, ged Albert Boché, Skol Vreizh.

- 2023 : Elmar Ternès hag ar gwenedeg, Tremenvoe.


Vos commentaires :
T. Gwilhmod
Samedi 21 décembre 2024
mankout a ra ar priz ar mizoù kas hag ar chomlec'h eevit ar brenadenn...
Ur roll oberennoù a feson ; a-du a-walc'h on da zegas e wellaennoù d'an doare-skrivañ unvan.

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?