Dipitus-bras an disoc'h : met perak an diaoul e oa bet bro C'hall plaset ken fall ?

Chronique publié le 15/05/22 10:16 dans Culture par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/55/55088/55088_1.jpg
Merc'hed an tan gall ? Bro vigoudenn en Elise ?
Merc'hed an Eurovision ba Turin (2837478 vues)

E 1996 e oa distroet Dan ar Bras dipitet-bras gant an disoc'h. D'ar mare-se e oa an taolioù esae nukleel e Morveur an Habask. Daoust d'ur sonenn dispar, leurenniet mat, echu ar ra ar strollad an hini a-raok an hini diwezhañ...

(traduction en breton, résumée, ci-dessous)

Alvan hag Ahez, ur strollad dispar douget gant meur a zen e Breizh hag e lec'h all, gant minorelezhioù yezhel Europa a-bezh a zo bet kroueet ur bloaz'zo e Roazhon, ha kinniget an ton savet gant Alvan hag ur sonenn kompozet gant Marine Lavigne. E sal Turin e oa birvilh evito, lakaet o doa an tan e kalon an arvesterien. Met, tamm ha tamm, o selaou disoc'hoù pep hini e oa deuet ar pezh oa gortozet : Ukrainia kentañ, tout an dud a ouie dija. Ouzhpenn d'ur sonenn vat, gant ur meskaj ton hengounel gant ar fleüt ha rap gant ur c'haner efedus ken-ken, anat e oa, hag evit broioù all, votadegoù politikel kenañ, evel Chypria o votiñ... evit bro Gressia da skouer...

Ha neuze, perak kement a gasoni evit ar strollad Breizh/Bro C'hall ? Peogwir ne gane ket e galleg, yezh ofisiel ar vro ? Un abeg a c'hellfe bout, pa soñjer e sonenn Dan ar Bras, hini bro Korsika, an ton Moldavia dispar e moldaveg a zo gant ur renk izel ivez daoust d'ur video ha d'ur sonenn dispar... Europa a zo bro ar stadoù ha n'eo ket hini ar minorelezhioù a rank chom bihan ? War 40 bro, dek hepken ne ganent ket e saozneg...

Un abeg all : dre ma oa bro C'hall e penn an Europa 'pad ur pennad, un doare da ziskouez n'int ket kontant gant an dilennadeg a lak anezhañ e penn ar vro evit pemp bloavezh c'hoazh ? Ha Zemmour ha Le Pen : un doare da ziskouez emañ bro C'hall war un hent fall ? Ha marteze an doare d'ober gant ar repuidi, gant ar jiletennoù melen a oa bet tennet dezho un dorn pe ul lagad ? Piv oar ?

Sur a-walc'h e vo displeget an abeg gant meur a zen er sizhun-mañ. Un dra a chomo atav : al lañs, an nerzh, ar vraventez. Plijus-kenañ e oa an teir merc'h gant broderezh Jaouen, un ton entanus, merc'hed an tan. An diaoulezed a rank chom plom, ha stourm, c'hoazh hag adarre evit ma ne vefe ket lazhet tan ar brezhoneg, entan an dud a gan hag a ziskan evit ar yezhoù bihan, e pep lec'h er bed. Ne chomit ket da dortal, an diaoul ne bado ket gant tud eveldoc'h !

Pour les fâchés qui ne comprennent pas le breton

Mais diable, pourquoi le groupe breton est il si mal placé à l'Eurovision ?

Les jeunes filles de Diwan, devenues pratiquement chanteuses professionnelles en quelques mois, sont tombées de haut, tout en gardant leur aplomb. 17 misérables petits points. Mais elles avaient chanté avec le groupe ukrainien, fait vibrer la salle de Turin, et tant d'autres. Alors, truqués, les votes ? Aversion des autres nations pour un pays qui ne chante pas dans sa langue nationale ? Peur des minorités ? Boycott de la France, de son extrême droite, de sa répression policière, de son omniprésident qui refait un mandat, et qui a pris la présidence de l'Europe un moment ? Comment savoir ? Le vote pour l'Ukraine a été pipé selon la Roumanie. Tout le monde savait avant le score qu'ils seraient vainqueurs. Gigantesque foire où les dés sont truqués ? En tous les cas les filles n'ont pas perdu de leur flamme, les Fulenn, étincelles, sont toujours là et elles n'ont pas fini de faire parler d'elles, filles du feu, on les verra à la Redadeg (dont elles avaient composé le chant quelques années auparavant), dans tous les fest noz et festivals de l'été, sans toutes les surprises que toutes ces relations internationales ne vont pas tarder à faire éclore, ici et là-bas, et en breton, même si cela semble déranger certains...


Vos commentaires :
Mercredi 24 avril 2024
C'hwi 'oar brezhoneg, neuze... hag ar gwir ganin kent-se : «leziregezh spered». Kleñved marvel ar «Vretoned», hag «emskiantek» na pa vent (c'hwi, da vihanañ !). Ma c'hellan-me mont da ziskuizhañ laouen, c'hwi n'ho po nemeur a ezhomm moarvat !
Kement-se deoc'h atav !
Du-mañ «repoziñ» 'zinifi bout marvet. Bez' on bev ! C'hwi zo marv... E-giz breizhad.
Doue ra bardono d'an anaon !
2

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.