Balanant, Molac, Alfonsi : gant piv e vo ar gwirionez ?

Chronique publié le 11/07/21 14:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/53/53010/53010_1.jpg
GBB : un doare da stourm war bep dachenn, sevenadurel, yezhel, politikel
Tri depute asambles oc'h eskemm diwar dazont skolioù dre soubidigezh (128 vues)

Gortoz pe hep gortoz ar prezidant nevez ? Klask cheñch ar Vonreizh ? Pe chom hep cheñch anezhi ? Kontañ warnomp ni hon-unan, pe krediñ e Makron, ar Republikaned, RPS, hag an deputeoù o deus votet al lezenn Molag ? Piv, penaos, pevare ?

Seblantout a ra bout sklaer komzoù Balanant. Laouen gant Diwan, tad eurüs ur verc'hig bet e Diwan Kemperle daou vloavezh a-raok bout skoliataet e Paris bremañ e c'houl' memes tra amzer evit ma vefe cheñchet ar Vonreizh da vat. Gant Molag avat, ne vo ket posubl da c'hortoz, ma ne vo ket fiñvet evit cheñch ar Vonreizh a-rao 6 miz, e vo diposubl da cheñch planedenn skolioù dre soubidigezh. Gant Alfonsi, fiziañs ebet er Stad, evitañ eo istorel ar fed e oa bet ur bern dilennidi e Paris o doa votet (3/5vet) evit ma vefe ur gwir statud evit ar soubidigezh er skolioù, goude 50 bloavezh a stourm.

Peseurt strategiezh a vo, d'ho soñj ?

(iztitlet en galleg)


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024
Gwall nay e kavan Erwan Balanant. An daou all, Paul Molac ha François Alfonsi a seblant anavezout gwelloc'h petra eo spered gwidreüs, divezh ha faeüs ar re a zo e penn Republik Frañs.

Siwazh ez eo Yannig Kerlogod re jentil evit stourm ouzh youl hor «mistri», hag e chomo dindan levezon ar re-se, nemet ha kalz kreñvoc'h e vefe youl ar re kar-o-yezh ?

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.