Kontañ a ra Yudal ! buhez pemdeziek ur gwaz, skolaer er skol-vamm war e vicher. Ar goulennoù ha kudennoù da ziskoulmañ a zo alies en tu-hont d'e gargoù. Heñveledigezhioù ha diforc'hioù ouzh e genlabourerezed, e genlabourerien unyezhek, e genlabourerien skol-vamm...
Met ouzhpenn stourm ar skolaer e tizoloer hini ar skrivagner. Penaos kontañ ar vuhez-skol en ur chom feal d'ar wirionez ? Peseurt plas reiñ d'ar yezh ? Penaos en em zizober eus ar mojenn(où) ? Eus e vinorelezh evit chom hep treuzkas ar santimant-se d'ar vugale hag a zo ar pep pouezusañ evitañ ?
130 p. ; 13 x 20 cm
12¤
ISBN 978-2-7368-0097-0
Skignet gant CoopBreizh
■