Yaouankiz Kembre : krouerien e yezh ar vro

Reportage publié le 13/08/23 17:30 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58237/58237_1.png
Kembre er FIL
Cerys Hafana, tlennourez Kembre (103 vues)
Cynefin er FIL (40 vues)
VRÏ, strollad Kembre (35 vues)

Nozvezh Kembre e Palez ar Gendalc'hioù en Oriant : sioul e oa e penn kentañ, evel ma vefe ur wagenn o kreskiñ, o tiskouez splann emañ e Kembre un nerzh krouiñ divent.

Ne oa ket leun chouk ar sal, anat deoc'h. Bloavezh Iwerzhon, Kilkennys, Altan, I Muvrini, Thiefaine, Denez Prigent...

Met plijus ken ha ken e oa bet an abadenn gant pemp soner hepken, ur c'haner gant ur gitar, doare Cat Stevens, dastumet gantañ tonioù hengounel ar vro ha kempennet anezho, Cynefin ec'h anv (Owen Shiers e gwirionez). Da heul e oa an delennourez Cerys Hafana, 21 bloaz, o kinnig pemp ton hepken ha hini kompozet ganti hag a zo bet c'hoariet gant Bagad Lokoal Mendon (da selaou war ar video). Ur plac'h en he aes, un doare ael blev melen, gant ur vouezh ne vo ket disoñjet. Hag evit echuiñ an nozvezh, VRÏ, un trio kerden ha mouezh, diazezet war an hengoun ivez, met gant ur frankiz a lak an arvester da dremen eus ur pub d'ul laz seniñ evit tud chik ha cheur. Tud fentus, leun a nerzh, hag ur sonerezh soutil, liammet gant ar vro, gant tonioù a gomz deus saout, buhez pemdez tud Kembre.

Hag etrezo maez al leurenn, saozneg ebet. Etre Kembraiz emaomp.

Gant ma vo yaouankiz etrekeltiek (tem ar bloaz o tont kar ne vo ket pemzeg devezh gouel abalamour d'ar C'hoarioù Olimpek) kad d'ober memes mod evit pep bro ha pep yezh gelt...


Vos commentaires :
Penn Kaled
Dimanche 22 décembre 2024
Trugarez Fany brav tre

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 8 ?