Gantañ e oa bet krouet an ti-embann «Keit vimp bev» e lec'h e labour pemp den hiziv an deiz. Bandennoù treset, c'hoarioù, romantoù polis, 20 titr pep bloaz. Hag en o zouez, 82 levr evit Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale
ABP- Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?
Yann-Fanch- N'ouzon ket... Kalz. Priz ar Vugale : Un dorn da reiñ, Ar bellgomzadenn, Re dev eo Teo, An dilojañ. Evit Priz ar Yaouankiz : N'omp ket deñved, Galv an Oy, Goustadik war al lambig, Diwallerien an norioù, Troioù kaer ma foltreder, War sikour Eleonor, E kornig ma c'halon.
ABP - Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur
?
Yann-Fanch - N'ouzon ket re vat. Un dorn da reiñ pe Troioù-kaer ma foltreder
ABP - Ar muiañ a labour ?
Yann-Fanch - E Kornig ma c'halon rak klasket em eus mont pelloc'h ha lakaat santimantoù war wel.
ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re
yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?
Yann-Fanch - Un tamm, er skolioù, e skolajoù Gwened, Plijidi, ar Releg gant ar 6vet klas
ABP - Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?
Yann-Fanch - Unan hir am eus kroget met poan 'm eus da vont war-raok. Un istor a dremen en ur bed da zont, ankeniet gant kudenn an dour.
ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?
Yann-Fanch - An holl.
ABP -Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?
Yann-Fanch - Kalz. Brezel an Erevent, Kest, Dremm ar vamm...
ABP - Deiz-ha-bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?
Yann-Fanch - Ha dedennus e vefe sevel un enklask evit gouzout petra emañ ar vugale o c'hortoz ?
■PAY : Priz ar Yaouankiz, prix créé en 2004 par l'association féa qui recompense deux ouvrages choisis par les jeunes de collèges et lycées début juin 93. Cette année : pour les 6e/4e, Bro gozh Mamadou, Marvet war vor, Kevrin Enezenn ar Basion vras, pour les 3e/terminales : Daou dre gant,Chase Valeeg, Eus ur steredenn d'eben