Yann Bijer ha Ronan Larvor priziet er Bonoù

Communiqué de presse publié le 28/03/12 12:38 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/25/25317/25317_1.jpg

Get Yann Bijer eo aet priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono disadorn paseet, 24 a viz Meurzh, evit e romant Torrebenn.

Lañset e oa bet ar priz-mañ e 2009 a-benn loreiñ ul levr faltazi (romant pe danevelloù) embannet a-nevez. Jean Lutrot, eil maer ar gumun, en deus roet e briz d'ar skrivagner Bigouter. A-unvouezh en doa votet Juri ar priz e brezhoneg (ennañ 9 den a vro an Alre), evit ar romant istorel é plediñ get emsavadeg ar bonnedoù ruz e Bro Vigouden (1675).

Embannet eo bet Torrebenn e 2011 get Al Liamm. E miz Geñver en doa tapet romant Yann Bijer priz Frans 3 / Ofis ar brezhoneg dija.

Evit ar pezh a sell doc'h ar priz e galleg - priz Bernard Moitessier - eo aet ar maout get Bretons des Kerguelen (embannet get Yoran Embanner), skrivet get Ronan Larvor – kazetenner ha brezhoneger ivez ! .

700 € a yay get pep skrivagner, profet dezhe get kumun Ar Bonoù.


Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo,

56400 An Alre. 02 97 29 16 58.

STENKIDNA2@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 2 ?