Goulennet gant kreizenn Amzer Nevez evit kantved deiz-ha-bloaz marv Yann Ber Kalloc'h, barzh enez Groé, krouidigezh nevez Yann-Fañch a ziskouez pegen kalet oa buhez ar moraerien.
Aterset gant ur skolajiad, ar c'haner brudet a ya pelloc'h eget ar pezh vez klevet gantañ : «n'eus ket mezh ken da gomz brezhoneg hiziv, me oara petra eo ar vezh, daou-ugent vloaz zo oa ket aes da gomz brezhoneg». Hag e daoulagad an arzour e vez gwelet al loc'h hag al laouenedigezh da gomz gant un den yaouank, hag evitañ, 'benn ar fin, eo Yann Ber Kalloc'h un digarez evit eskemm gant tud a gomz brezhoneg, yaouankizoù ar vro...
■