Yalc'hadoù Skoazell evit an danvez kelennerien : kinnigit hoc'h anv a-raok an 29 a viz Mae !

Communiqué de presse publié le 21/06/11 12:10 dans Langues de Bretagne par Odile Bruley pour Odile Bruley

Evit harpañ stummadur ar studierien a brient ar c’henstrivadegoù evit mont da gelenner divyezhek galleg-brezhoneg, emañ ar Rannvro o paouez krouiñ ur yalc’had rannvro nevez. Kinnigit hoc’h anv a-raok an 29 a viz Mae 2011 !

C'hoant hoc'h eus da vont war ar vicher kelenner divyezhek brezhoneg-galleg er c'hentañ pe en eil derez, en unan eus an tri hentad (publik, prevez, Diwan) ?

Ar studierien brezhonegerien, tapet ganto un aotreegezh pe n'eus forzh peseurt diplom kendalvoud a ro gwir da dremen kenstrivadegoù ar c'helenn divyezhek, a c'hall hiviziken goulenn kaout ar yalc'had «Skoazell» krouet gant Rannvro Breizh. Evit talañ d'ar c'hudennoù tuta, evit gwir, eo bet kreñvaet ar wikefre rannvroel evit harpañ stummadur an dud da vont war ar vicher kelenner divyezhek, a-benn aesaat treuzkas ar yezh. Menegomp ivez eo bet astennet ar yalc'hadoù a veze roet dija gant KSDS da dud all : kelennerien unyezhek gant un ehan stummañ evit gallout kelenn en hentad divyezhek, tud a glask ul labour all.

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?