Yac'h-pesk eo livadurioù Nadège

Communiqué de presse publié le 6/06/08 10:22 dans Cultures par Mark Kerrain pour Mark Kerrain

Ur diskouezadeg livadurioù zo kinniget en davarn Ar Memestra e Roazhon gant Nadege Noisette, studierez gant Sav-Heol. «A-hed ar gerioù» eo anv an diskouezadeg, ha brezhoneg a weler en he zaolennoù.

Krouet eo bet gant ur plac'h , dizoloet Breizh ganti, hag he deus c'hoant da ziskouez ar pezh a blij dezhi e Breizh.

Tri zra, emezi, a gaver dreist-holl en taolennou-se: ar mor, ar yezh, an dud. Ar mor, rak unan eus perzhioù heverk Breizh eo da Nadège, a blij dezhi ar maezoù a-hed an aodou ! Ar sevenadur zo kinniget a-dreuz sonerezh hag Ar yezh, a gaver en taolennoù, mesket gant ar sonerezh, div zremm bouezus ar sevenadur An dud e Breizh, a zo digor o spered, emezi. Pep taolenn zo diwar benn unan eus an tem-se ha graet eo gant geriou, liviou flamm hag un danvez adaozet all evel traezh, kordenn, kazetenn pe polistiren.

M K

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?