Webnoz : pemp bloaz an abadenn lidet gant Dom Duff, hag arzourien ar vro

Reportage publié le 1/10/10 11:27 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19997/19997_1.jpg
Dom Duff ha Bernez Tangi.
sf039npar2k4eqx4jbfx.mp4, f17m7kwl633fq8lpi8n9.mp4

Staliet e oa bet ar billig bras Webnoz dirak tavarn La Mouche qui louche e Kemperle, ul lec'h dic'hortoz evit degemer ar pempvet deiz ha bloaz Webnoz. Goude abadennig kanaouennoù bugale skol Diwan (tamboulinoù mod Afrika hag ar round Enez Sun «Katarina Stokolm»), setu tro an dud pedet da zont da respont da goulennoù Lionel Buannig.

Tri c'hamera, daou baotr oc'h ober war dro an teknik er foñs ar sal, Corinne o vale etre ar vugale, an arzourien, an dremmlivourez hag an interneterien evit ma c'hellfent ar selaouerien gouzout piv en doa kaset postelioù.

Enoret oa bet Dom Duff, ur c'haner a gendalc'h gant e hent e-unan alies, goude bezañ bet krouet ar strollad fest-noz Diwall. Mont a raio da seniñ a-benn nebeut evit ur c'honkour etrekeltiek, kaset gant festival an Oriant. Peder fladenn a zo deuet er maez dija. Kontant e oa da zegemer Jil Servat (dek abadenn gantañ ar bloaz-mañ), kaner Red Cardell (ur strollad a-bouez e Breizh evitañ), hag ar barzh en deus levezonet anezhañ kalzig, Bernez Tangi.

Evit gwelout an abadenn war eeun : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?