Webnoz : chom 'b'ar vro ha politikerezh yezh ar rannvro

Rapport publié le 22/01/12 22:53 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
vivre au payspe.mp4

Teknisianed a feson, seizh skramm, un abadenn kaset da benn gant Lionel Buannic ha Corinne ar Mero. Kemer perzh dre Internet ? Ne vo den ebet o kas ur gemenadenn e-pad an abadenn, diaes eo gouzout abalamour da betra. Abalamour n'int ket bet embannet ar c'hemenadennoù kaset gant an interneterien an abadennoù bet a-raok ?

Kanerien ar vro gant Brigitte Kloareg ha Jorj Dauphin. Pauline Kerscaven o kontañ, evel er gazetenn Ya ! e beaj en Amerika ar Zu, Celine Soun deuet da gontañ avantur la Obra etre Chili, Guatemala ha Breizh...

Hag e-pad ugent munutenn, eo bet ret selaou dielfennadenn politikerezh yezh ar rannvro. 95 pajenn, rakvudjet ebet, mennozhioù e leizh... Met en un doare fetis ha pleustrek ?

«Duañ paper, diboell», a lar an dud pedet. Ur spi a zo memestra evit ar skolioù Diwan : marteze e vo paeet gant ar Rannvro ar pemp bloavezh kentañ ur skol Diwan nevez (ar pezh a vez graet hiziv an deiz) e lec'h bezañ paeet gant ar gevredigezh. Mod-all ? Komz eus «brittophones» e lec'h «bretonnants» a zisplij kalz da Fanch Broudig. D'ar re all nebeutoc'h. Hag ar skoazellerezed, an ATSEM a gomz brezhoneg ? Pegoulz e vint kemeret e-karg, e lec'h bout atav paeet fall ha skarzhet goude daou vloaz ?

Preder bro Euskadi, pelec'h emañ ? Peadra da vezañ dipitet. Etre pasianted ha fulor, ret e vo d'ar stourmerien evit ar brezhoneg dibab un devezh bennak...


Vos commentaires :
Corinne ar Mero
Dimanche 22 décembre 2024
Tri zraig, Fanny ^^
En abadennoù WebNoz (achu bremañ gante), pa veze kaset goulennoù/evezhiadennoù gant an dud o sellet, 'veze daou zalc'h. Meur a blato war demoù disheñvel 'veze 'hed an abadenn : pa zeue ur goulenn war un tem a oa echu ar gaozeadenn warnañ, ne veze ket klasket adlakaat ar gaoz war an tem-se. Mont war-gil n'omp ket kustum d'ober :p
Al lodenn vrasañ deus ar goulennoù bet kaset deomp zo bet savet war-eeun, war-bouez un nebeudig tremenet e-biou, 'blam d'an abeg a zisplegañ amañ (disheñvel doare an abadenn deus un tchat boutin ;).
Mod-all, nebeut-kaer a c'houlennoù/evezhiadennoù a vez kaset deomp, abaoe ar penn-kentañ, nemet pa vez kaoz deus… brezhoneg. 'Blam 'betra ? Ma fe', 'ouian ket 'vat !, 50 vloaz ha muioc'h o sellet deus an tele hep rannañ grik 'sikour ket da cheñch ar c'hustumoù marteze ? Domaj eo, 'blam pa vez goulennoù pe evezhiadennoù 'vezont interesant-bras peurvuiañ. Da zielfennañ c'hoazh moarvat…
Bepred, pa gaser un dra bennak, goulenn pe evezhiadenn, 'vez gwell bezañ prim, ha paz gortoz eil lodenn an abadenn, gouestlet d'ar vuhez sevenadurel kentoc'h, dre vras ;).
Trede traig : n'eo ket re ziwezhat 'vit cheñch an traoù ! E Bec'h de'i ! zo muioc'h a demoù disheñvel c'hoazh 'vit 'ba WebNoz… Kasit hoc'h evezhiadennoù primoc'h, ha lennet e vint war-eeun digudenn… ha gant plijadur memes ! ;)

Hag evit eil lodenn da bennad, mersi dit da lâret da soñj ken fraezh ha sklaer, en ur respont d'an dielfennadenn kinniget gant hon c'hroniker. Da nebeutañ zo goulennoù da sevel, ha kontant omp 'vijent bet savet da geñver Bec'h de'i ! pe amañ ganit. Mechañs 'vo tud all a gredo embann o soñj ken fraezh all, ha sevel ar goulennoù a vez yac'h, dalc'hmat, sevel a vouezh uhel.

'Benn miz 'vimp kontant o tegemer evezhiadennoù ganit 'ba 'r Bec'h de'i ! gouestlet d'un tem all… :p


Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 8 ?