War bord an oabl : un abadenn e Kemperle leun a varzhoniezh

Chronique publié le 20/11/21 21:38 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53894/53894_1.jpg
Gi Penseg ha Louis Jacques, kanerien an daou
En tu-mañ d'an ifern ? (69 vues)

Nag a draoù oa bet klevet, sonennoù, barzhonegoù, istorioù fentus ha fromus e Kemperle disadorn !

Deuet e oa gant ur gitar, e levr «War bord an oabl», nevez embannet gant Goater, ha doareoù nevez, lennadennoù graet evit ar wech kentañ, ar c'hoant da enoriñ e embanner, hag e breur, marv e miz Even, aet re abred d'an Anaon, kizeller barzh an Treou.

Barzhoniezh, kan, fotoioù brav a vez kavet en e levr. "Sinn Fein, arabat gortoz un dra bennak deus ar Minister. Deomp-ni hon unan da gavout an hent, da grouiñ, Do it yourself... Ha Louis Jacques de gontañ chapel ar C'houerc'had leun chouk gant e abadenn evit enoriñ Anjela gant e barzhonegoù nevez. Hag ur c'hlip zo bet savet nevez 'zo ivez gant e vab hag un arzourez war ar Menez Hom. Ha raktresoù e leiz : abadennoù solo un tammig e pep lec'h e Breizh, gant e levr, gant ar c'hoant da zreuzkas ur brezhoneg bev ha brav, a gomz diwar ar vignoniezh, ar vraventez, Breizh eveljust, karantez ar merc'hed hag an dud, gant ur mousc'hoarzh ne guit morse korn e vuzelloù...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?