Ul lodenn a-bouez eus ekonomiezh Breizh eo al labour-douar hag e rankimp cheñch penn d'ar vazh ma fell deomp derc'hel peizanted hag uzinioù o tennañ gounit eus al labour-douar er Vro.
Evit UDB n'eo ket reizh an traoù e mod ebet pa vez 80% eus skoazelloù ar Stad hag Europa evit al labourerien-douar binvidikañ. Dav vo sevel ur politikerezh nevez a-grenn evit al labour-douar en Europa.
Ur politikerzh a zouj da vat ouzh an endro hag a zegas postoù labour padus en-dro er Vro eo a fell deomp sevel. N'omp ket evit degemer ar politikerezh liberal a zo oc'h ober e reuz en Unvaniezh Europa. Gant ar spered-se e tegas, en-dro, UDB Kreiz Breizh e skoazell d'an dud niverus a stourm ouzh ar raktres sevel un uzin moc'h bihan e Trabriant.
Evit dont a-benn da cheñch an traoù UDB ha RPS a skoazell hag a ra parti eus al listenn « Ekologiezh Europa ». Al listenn-se a vo war ar renk evit votadegoù Europa miz Ewen e pastell votiñ « kornog bras ».
A-benn souten listenn « Ekologiezh Europa», en he fenn Yannick Jadot rener kozh Greenpeace Bro-C'hall, e vo savet, hepdale e Kreiz Breizh, ur c'homite skoazell, digor d'an holl, da « Ekologiezh Europa ».
E-kerzh an emvodoù e vo embannet soñjoù tud al listenn ha tabutet diwar-benn al labour-douar hag an endro, ar stourmoù sokial zo da ren da zerc'hel ha da zifenn gwirioù ar vicherourien, an diorren postoù-labour padus hep an uzinioù nukleel….
Kelaouet e voc'h a-benn nebeut pa vo savet an emvod kentañ da reiñ lañs da gomite skoazell « Europa Ekologiezh Kreiz Breizh ».
Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall
■