Votadeg e Post Montroulez

Dépêche publié le 14/11/11 20:39 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/23/23861/23861_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23861/23861_2.jpg

Labourioù bras 'zo e-barzh Ti-Post Montroulez : ouzhpenn 400.000 euro postet evit kaout ur Post nevez-flamm a-benn miz Genver 2012 !

Daoust ha brezhoneg a vo ennañ ar wech-mañ ? Kredabl n'o deus ket soñjet pennoù bras ar Post en dra-se zoken...

Evit degas an dra-mañ d'o soñj e kinnig Ai'ta ! ur votadeg d'ar sadorn 19 a viz Du, etre 10 eur ha kreisteiz, dirak ar burev staliet da c'hortoz. Pep hini a c'hallo respont d'ar goulenn-mañ :

«Daoust ha mat eo deoc'h e vefe divyezhek brezhoneg - galleg ti-post nevez Montroulez ?»

Deuit niverus da votiñ ha da reiñ pouez d'hor stourm eta !



Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?