Aze e oa e penn kentañ tout : pa ne oa ket a savadurioù nevez, just un tamm ti ar re gozh o vont da get ...
Bez oa skol Diwan Karaez hag Egin, e penn gouel al levrioù, prest da zegemer al lise. Ar maer ne oa ket re a-du, met ne oa kinnig resis ebet graet da Ziwan evit degemer al lise. A benn ar fin eo an arguzenn ekonomikel a zo bet trec'h : degas yaouankizoù, startijenn, da zont e Kreiz Breizh pa oa kement a dud yaouank o vont kuit. Hag an ti kêr neuze a-du evit sevel ar film evit kendrec'hiñ Diwan da erruout aze, war dachenn an Erer kozh, e Kerampuilh. Ha deuet eo Visant Abaziou da vezañ dilennad ti-kêr Karaez.
■