Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez evit an distro-skol, «Valerian ha Laureline». Valerian e brezhoneg (voir le site)
Lakaet eo bet enlinenn rann gentañ Valerian. Er bloavezh 2416, Valerian, studier ampart an Akademi Spas-Amzerel, e vez roet dezhañ e gefridi kentañ en amzer : arselliñ gizioù ur gêriadenn Normant er rakgrennamzer, er bloavezh 912. Terriñ a ra Valerian Trede Lezenn ar beajoù en amzer en ur saveteiñ Laureline, un dermajiez yaouank, rak un aotrou kriz, Wilfrid a Dankarville.
An eil rann a vo skignet adalek al lun 11 a viz gwengolo war Brezhoweb, betek an 22 a viz here.
Diverradenn an eil rann :
Aet eo an Douar diwar-wel ha n’hall ket an Tempus Fugit, an egorlestr spas-amzerel, beajiñ en amzer ken. Divizout a ra neuze Valerian mont da Gêr-Greiz, kerbenn an holl vedoù anavezet. Oc’h en em gavout e Kêr-Greiz e kompren an daou harozh n’eo ket anavezet an Douar gant an dud. An daou Zouarad nemeto zo anezho ! Met n’o deus ket amzer da drueziñ gant o flanedenn. Troioù-kaer a vevont da sikour ar Priñs Baral, hêr tron an Impalaerezh aldebaran, da dec’hout diouzh ar Vlagosed hirisus a fell dezho bezañ mestr war ar galaksi.
■