USA : ar Brezhoneg en Harvard, Bro C'hall : ar Brezhoneg en arvar. ...cherchez l'erreur !

Communiqué de presse publié le 3/09/13 21:00 dans Politique par Gwenael Kaodan pour Gwenael Kaodan
https://abp.bzh/thumbs/31/31337/31337_1.jpg

An AFB-EKB a zo eürus o c'houzout e vo kelennet ar Brezhoneg er Skol-Veur Harvard. Ar Brezhoneg a gemero plas en unan eus ar Skolioù-meur brudetañ ar bed hervez renkadur Shangaï. Kement-se a ziskouez pegen istimet eo du-hont ar yezh geltiek nemeti komzet c'hoazh war an tiriad europat, kontrefed eus an dismegañs graet outi gant ar Stad c'hall.

Ar Stad c'hall, ar memes hini hag a ra komzoù flour diwarbenn an «nemadenn sevenadurel». Seurt diskleriadennoù o deus 'met daou pal : chom peget ouzh lavarioù mod-kozh a-zivout ar Galleg ha derc'hel da vont, en ur ganan a-bouez-penn war an ton «droejoù-mab-den», gant ur politikerezh-distruj ar bobloù minorelezet Bro C'hall.

Ar Burev.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?