Ur post merour an implijidi diabarzh e Diwan : kroget eo an tutañ

Communiqué de presse publié le 26/05/16 22:24 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/40/40279/40279_1.png
logo diwan

Emañ Diwan o klask war-lerc’h un den evit merañ an implijidi (statud Diwan ha statud Deskadurezh Stad), tro 380 implijad e 54 lec’h.

Labour : merañ ar c’hoskor, an tuta, ar red-micherel, ar stummadurioù ; ambrougañ ar renerien skolioù ha skolajoù en ho labour-ren ; ober war dro an holl ezhommoù liammet gant an implijidi, diavez ar goproù.

Barregezhioù gortozet

• Stummet war gwir al labour

• Brezhoneg ha galleg flour dre gomz ha dre skrid

• Aoutrouniezh ha gouest da labourat en ur skipailh

• Barregezhioù aozañ ha daremprediñ

• Mestroniañ binvioù ha poelladoù a bep seurt

Plas an den er framm

• Sterniad(ez) dindan aotrouniezh ar renerez ha darempredoù da gaout gant izili ar burev

• Labour da gas war-raok tost ouzh ar penn-servij kontouriezh

Live : Bak + 5 ha skiant prenet war ar vicher deuet mat

Lec’h labour : Servijoù rouedad Diwan e Landerne

Lizher ha CV e brezhoneg da gas da :

Renerezh Diwan - BP 147 - 29411 Landerne Cedex

renerezh@diwan.bzh / 02 98 21 33 69


Vos commentaires :
jean
Vendredi 15 novembre 2024
J'aime bien «ftp://abp.bzh/ur-post-merour-an-implijidi-diabarzh-e-diwan-kroget-eo-an-tutan-40279»>ca

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?