Ur pellgomzer hezoug e brezhoneg gant FirefoxOS

Communiqué de presse publié le 12/10/14 21:42 dans Media et Internet par Denis Arnaud pour Denis Arnaud
https://abp.bzh/thumbs/35/35370/35370_1.png
FirefoxOS e brezhoneg

Brudet eo an diazezadenn Mozilla evit he meziantoù Firefox ha Thunderbird a zo staliet war milionoù a urzhiataerioù bremañ. N'eus ket pell zo eo deuet er-maez ur meziant nevez savet gant Mozilla : FirefoxOS. Ur reizhiad korvoiñ evit ar pellgomzerioù hezoug eo ar meziant-mañ (evel Android pe c'hoazh an iOS a vez kavet war an iPhone). Lusket eo bet ar pellgomzerioù gant FirefoxOS e broioù war eskoriñ (Sina, India, ...) da gentañ met hegerz eo ivez e bro C'hall abaoe ar bloaz-mañ.

FirefoxOS zo ur meziant digor e darzh, ar pezh a zo an diforc'h bras gant Android hag iOS. Pep hini a c'hell kemer perzh evit dibab penaos e vo FirefoxOS. Gwir eo ivez an dra-se evit ar yezhoù a c'hell bezañ dibabet war ar pellgomzer. Kroget en deus skipailh An Drouizig da dreiñ FirefoxOS e brezhoneg ha spi hon eus e vo hegerz FirefoxOS e brezhoneg a-benn nebeut (evit FirefoxOS 2.2 marteze).

Dedennet oc'h gant ar raktres-mañ ? Ha perak ne gemerfec'h ket perzh ennañ ? Plijet e vefemp o kaout ho skoazell evit treiñ FirefoxOS ha meziantoù Mozilla all (Firefox, Thunderbird, ...). N'hoc'h eus nemet kas ur gemennadenn deomp : (voir le site)

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn FirefoxOS : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?