Ur mor a dud evit an abadennoù war ar straed

Rapport publié le 2/09/12 10:12 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27158/27158_1.jpg
Sanstitre.flv

Kemperle, an Treou, Skaer : tud e pep lec'h !

Poblek eo arzoù war ar straed, anat deoc'h. Ur sizhunvezh leun a abadennoù ar festival «les Rias» a echuo hiziv, goude bezañ bet kaset etre 10 hag 20 000 a dud e bro Kemperle. Furlukined, arzourien ar sirk, danserien, sonerien, ... dibabet oa bet an holl gant kreizenn sevenadurel broadel «Le Fourneau» eus Brest. Tud eus pep lec'h, Breizh Veur, Belgia, the «best» a zo hiziv-an-deiz war ar marc'had. Tri strollad Bretoned en o zouez : Emma, Kerdoncuff hag e strollad, hag ur gumpagnuniezh eus Brest.

Diaes eo gouzout ivez pegement a goust seurt festival : arc'hant ebet barzh ar c'hef (pep tra a zo digoust), arc'hantet gant ar Rannvro, ar gumnuniezh kumunioù, an Departamant. Kontañ dre zen ? Dre annezad ? Neuze, etre tri euro ha tregont euro e vefe ar plas ...

Ret e vo diwall memestra ne vefe ket tamm ha tamm erlec'hiet abadennoù dibabet gant tud ar vro, en un doare digreizennet ha bihan, gant seurt mekanikoù bras a lazhfe intrudu ha c'hoant an dud da gregin ganti evit sevenadur ar vro ... Dec'h e Kloar e oa emvod meur ar c'helc'h keltiek, krouet 40 vloaz 'zo, dilennad ebet evit dont da gemer perzh, ken pouezusoc'h eo lidan sevenadurioù all ...

Gant ma vo lakaet muioc'h a blas d'ar re a zo er vro (evit poent emaint oc'h ober fritez, krampouezh, ...) hag a c'hell bezan er straedoù evit seniñ, dañsal, kenderc'hel gant ar gouel groget gant arzourien barrekoc'h, anat deoc'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?