Nevez amzer ar varzhed, re nebeut a draoù e brezhoneg.
E pelec'h e c'hellfer lenn skridoù ar varzhed (un den war 10 000 a bren ul levr barzhoniezh pep bloaz)? Selaou anezho ?
Re nebeut a gazetennoù, re dreut ar plas evito. Pinvidigezh ur yezh a vez santet muioc'h c'hoazh er barzhonegoù krouet en hor yezh. Perak ket ur gazetenn dre Internet ? Marc'had-mat, graet buan hag aes, evel al lec'hienn bannoù treset graet gant paotr Bro Gwened ?
Ha koulskoude hon eus peadra e Breizh, douar barzhed, da voueta ur gazetenn a seurt-se ; Youenn Gwernig, Glenmor, Yann-Ber Piriou, Alan Kervern, Malo Bouessel du Bourg, Mai-Ewen, kanerien, rapourien a-vremañ, liseidi ha skolajidi brezhonegerien, koñkourioù haiku ...
Setu lañset ar mennozh gant Bernez,k o kontañ ivez penaos e oa kroget da skrivañ ha da livañ, lavarout a ra e soñj diwar-benn ar varzhed a-vremañ, ar re yaouank hag ar c'hrouiñ. Un digarez ivez d'ober un tamm tro kostez ar Roc'h hir, e Speied, 200 metrad ac'hann da di Bernez.
■