Ur c'hleub lennegel dispar : hini stal Penn da benn !

Chronique publié le 10/10/21 12:48 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53609/53609_1.png
Levr kentañ embannet gant kvb
https://abp.bzh/thumbs/53/53609/53609_2.jpg
Rampo, embannet gant Al Liamm
https://abp.bzh/thumbs/53/53609/53609_3.jpg
Oremuz, levr nevez PAY 2021/2022
Loeiza pedet da gleub lennegel Kemperle (266 vues)

Aozet asambles gant Ti ar vro Bro Kemperle, Mademos hag ar stal Penn da benn, setu Rejin Gwilhamot o sevel goulennoù digant Loeiza An Duigou, ur skrivagnerez yaouank.

Tri levr dindan ken nebeut a amzer, penaos e vefe posubl ? Paouezet he deus Loeiza gant he labour gelennerez, evit gouestlañ he amzer da lenn, da skrivañ, da genskrivañ, da skriva~n asambles gant mignoned dezhi...

Tresañ a ra un hent fentus, diroll, ha gant temoù a vez anavezet e bed al lennegezh ar yaouankiz : bed ar sorserezed, doare Rowling pe Tolkien e brezhoneg en amzer a-vremañ, met ivez ober a ra goap ouzh an anvioù distaget mod bro C'hall evel «Elouâne»,e lec'h «Elouan», mont a ra war u lennegezh frank, digor d'ar seizh avel, d'ar grennarded an deiz-a-hiziv.

Goude Rampo, 13 straed ar skav gwarc'h, setu plas da «Oremuz», heuliadenn goulennet gant he c'hoar, d'al levr kinniget evit Priz ar Yaouankiz ar bloaz-mañ. Gant ma vo sikouret he labour, kavet ti-annez skrivagnerien, evit nompas terriñ al lañs, ar c'hoant hag ar blijadur a vez diskouezet ganti dec'h ba Kemperle !!!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?