Kaozeet vo diwar-benn tout pezh a denn deus an divyezhegezh a-raok ar skoliata da-geñver un emvod kelaouiñ er greizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan, d'an 19 a viz Gwengolo azalek 7 e abardaez. Kaset vo ar gaozeadenn da benn gant ar gevredigezh Divskouarn.
Divskouarn, petra eo ?
Ar gevredigezh da vrudañ ha da ziorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata eo Divskouarn. Ganet eo 2005, labourat a ra hor framm gant GMV departamant Penn ar Bed abaoe ar penn kentañ. Labourat mat a reomp ivez gant rannvro Breizh pa 'z eo bet roet deomp ganto priz kentañ Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2007. C'hwec'h framm degemer bugaligoù a zo bremañ e Breizh sinet ganto Karta Divskouarn, pezh a sikour deomp skoazellañ anezho gant o raktresoù tro dro d'ar brezhoneg. Hent-all e labouromp gant ar magerezed hag ar familhoù ivez.
Ur c'hammed kentañ e Liger-Atlantel :
Sikouret ma 'z omp gant Yezhoù ha Sevenadur (a zigemero ar skolaj Diwan nevez en distro-skol) hag Ajañs Sevenadurel Breizhek Morvan Lebesque, eo an emvod-se un digarez deomp d'ober muioc'h anaoudegezh gant an departamant-se. Pal Divskouarn a zo labourat war Breizh a-bezh. Lakaet vo ar gaoz war an divyezhegezh abred gwelet deus tu bed ar re vihanañ, war ar pezh a zo deus outañ hiziv an deiz, ha war ar pezh a c'hellfe bezañ graet.
Digor d'an holl, kreizenn Yezhoù ha Sevenadur, 13 straed ar Rémouleur, Sant-Ervlan. Muioc'h a ditouroù : Grégoire Mazo 09 60 04 79 83, pe da zeiz an abadenn : 06 75 55 96 90.
■