Ur c'haner etrevroadel hag ur stourmer ? Murry Head er FIL

Annonce publié le 21/08/22 12:24 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
Murry Head er FIL : komzoù dic'hortoz (138 vues)
The tube ! (139 vues)

Souezhus e oa emvod kelaouiñ ar FIL, goude bout diskleriet e oa un tamm «kelt» ivez, setu Murry Head o stourm a-enep ar gazetennerien, a-enep ar bolitikerien, hag o tiskouez e vo start an amzer da zont...

Kool ar paotr e tennis gwenn ha gant ur chupenn jeans, en e aes e galleg, e saozneg, oc'h ober goap ouzh kazetennerien ' oa er sal, o lavarout ne soñje ket e oa kelt bro C'halisia, o lavarout ne vefe ket skrivet ul levr gantañ, kar «n'eus ket amzer da lenn evit ar re yaouank ! Ne lennont ket ha ne selaouont ket evit 60% anezho ur ganaouenn betek ar fin...»

Mat e vefe gouzout pegement eo gopr ar c'haner brudet er bed holl hag a zo o stourm a enep ar c'hapitalism hag ar re a ra arc'hant e pep lec'h...


Vos commentaires :
Alan G
Vendredi 22 novembre 2024
Trugarez Fanny, dedennus eo klevet un den ken brudet komz eus kelted gant e gizidigezh a arzour. Un draig koulskoude : ne 'm eus ket klevet Murry Head lavaret ne vije ket kelt Galisia ; lavaret en deus ez eo Galisiz disheñvel a-grenn diouzh Iberiz avat.

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?