Ur barrad-amzer e Breizh evit kala-Genver 2018

Chronique publié le 2/01/18 14:01 dans Mer par Yann Lukaz pour Yann Lukaz

War bellaat diouzh Breizh ez eo bet ar barrad-amzer Carmen/Karmen e añv (un añv roet dezhañ dre dudoù an amzer), deuet amañ tro-dro da chenchamant ar bloaz, rik evit kala-Genver 2018 !

Gwall-amzer e Breizh

Marteze ho peus gwelet imachoù (pe dre ar vediaoù, pe dre wir war an dachenn !), marteze n’ho peus ket. Setu ur c'haier a luc’hskeudennoù bet tapet e Porzh-Loeiz (tost d’an Oriant) e dibenn an abardaez, koulz d’ar 31ñ (ar c’hentañ-ha-tregont) miz Kerzu ha d’ar 1ñ (ar c’hentañ) a viz Genver. Cheñchet e oa bet tu an avel d’un deiz d’egile. Daoust n’e oa ket re yen an amzer, n’e oa ket kalz a dud o sellout ouzh ar mor, war ar vur pe war an draezhenn. E-barzh ar c’hafedi, ne laran ket, avat !

Ur c'haier a votoioù eus ar vro

Marteze e soñjit n’eo ket bet ken kreñv ar barrad-amzer-se. Soñjit en daou dra koulskoude : da gentañ, ar fotoioù-se n’int ket bet tapet e-kreizig-kreiz ar gwall-amzer, e-korf an nozh. Da heul, dav eo d’al luc’hskeudennour bezañ aketus ouzh taolioù an natur er-maez (an draezh, an holen, ar glav, an avel, ) ha na blijfe ket d’ar benveg e mod ebet ! Al luc’hskeudennour war vord ar mor ez eo ret dezhañ mont trankilik evel n’eus forzh piv ha chom a-bell a-walc’h…

Ur bloavezh mat 2018 a zouhetan deoc'h

Evit echuiñ, dont a ra em fenn ur frazenn hengounel hag a veze lâret ouzh an dud war an oad, digant ar vugale, evit antreal er bloaz nevez. Setu houmañ :

« Ur bloavezh mat a zouhetan deoc’h

Yec’hed ha prosperite

Ha kalz traoù all gante !

Hag ar baradoz e fin ho puhez… »

Posubl e vo deoc’h lâret-se e-pad meur a zevezh c’hoaz, ma n’eo ket betek dibenn ar miz !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?