Ur banne evit kimiadiñ ouzh Pierre Maille dimerc'her e Kemper : « Kenavo Pierrot ! »

Communiqué de presse publié le 23/01/15 23:10 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/36/36320/36320_1.jpg
Pierre Maille e 2013

Evel boaz pa vez o tostaat an dilennadegoù e fell d'an dilennidi diskouez pegen laouen ha menet int gant ar brezhoneg, daoust da gKuzul-meur Penn-arBed bezañ chomet hep votiñ ur wir bolitikerezh yezh a-pad ar respet ! Votiñ war hor yezh a vo graet e-pad dalc'h an 29 a viz Genver eta. A-dra-sur e vo un abadenn fromus ken-ken, lec'h ma embanno an holl a-unan pegen a-du e savont gant saveteiñ ar brezhoneg. Ret mat dezho klask pakout mouezh yann voter.

A live e vo ur wech c'hoazh Pierre Maille hag e skipailh, gant ma tiskouezont mat bemdez o dismegañ : n'eo ar brezhoneg nemet folkloraj mat da sunañ mouezhioù pa vez dilennadegoù ha peadra da blijout d'an douristed. Ne tisoñjimp ket komzoù Pierre Maille avat pa tisklerie e 2013 ne vefe ket ar brezhoneg yezh an darempredoù ken, ha ne oa nemet ur glad bennak da zerc'hel. Mantret e oamp bet gant an dismegañs-se ouzh ar vrezhonegerien hag ar re a stourm evit treuzkas ha lakaat bevañ hor yezh.

Soñjal a ra deomp avat ez eus un dazont evit ar brezhoneg hag e rank ar plas a gav hag a gavo e Breizh bezañ a live. Hep tamm keuz ebet e lavarimp « Kenavo Pierrot » da bPierre Maille na vo ket war ar renk an dro-mañ. Ha pediñ a reomp an holl a fell dezho da gemer perzh en digor-kalon a vo aozet en e enor dimerc'her da noz dirak Kuzul-meur Penn-ar-Bed e Kemper. Dont gant bep a brof arouezius evitañ a vefe brav. Un nebeut mennozhioù a c'hellomp reiñ : botoù-koad, panelloù hollc'hallek, programm 2012 ar PS… Kozh traoù n'int ket talvoudus ken, hag e c'hello mont kuit ganto holl ! Evit diskouez pegen fromet eo strollad Ai'ta ! e tegasimp ur prof ispisial dezhañ.

Ouzhpenn un digor-kalon e vo an degouezh-mañ ur mod da zegas da soñj da zilennidi Kuzul-meur Penn-ar-Bed, ar re zo bremañ pe ar re zo da zont, hor c'hoant splann hag eeun da welet ur bolitikerezh yezh youlek bezañ lakaet e plas en departamant. Pediñ a reomp eta kement den, kevredigezh, strollad politikel pe sindikad tomm ouzh ar brezhoneg da zont dirak sez Kuzul-meur Penn-ar-Bed e Kemper (32 Boulouard Dupleix, 29000 Kemper) a-benn ar merc'her 28 a viz Genver adalek 6e30 noz, ha da dreuzkas ar bedadenn-mañ.


Vos commentaires :
Bernez Per
Vendredi 27 décembre 2024
Daoust ha ken faziet-se eo an aotrou Maille evid ar pezh a zell ouzh stad ar brezhoneg ? Feiz, n'eo ket tomm e galon na tost d'ar brezhoneg an den. Koulskoude e wel sklêr ha spis ar pezh na fell ket da re a dud sellet, gwelloc'h dezho ober ardoù ha ton d'an emzao war an talaroù.

Daoust ha kleved a rit yezh on tadoù kozh (pe hini or mibien bihan evit-se) bemdez evel ma teu e teu ? brezhoneg a vez er seizh avel kerkent ha ma lakait or frioù tougn er meas ? dibunet e vez er strejou gand ar brasañ niver ? klevet e vez estreget er emzavaduriou yalc'hajet gand ar stad c'hall pe B4 pe an departamanchoù ? un implij soKial (gand K mar plij) a vez deus outañ war on douar ledan-ni ?

Ma doue, bremañ en deus amzer paotr ar c'hreisteiz evid deskiñ brezhoneg, meus aon n'en deus ket gortozet bezañ roet e begement gand manifesterien evid difoupañ un hentenn diwar e estajerennou. Soñj meus bezañ gwerzhet meur a zeiziater diwan d'e wreg. Meuleudi da Vari-Agnes ha d'he gwaz.


Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?