Ur baleadenn e brezhoneg e Gwaled disadorn 15 a viz C'hwevrer

Agenda publié le 10/02/14 17:33 dans Cultures par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/32/32871/32871_1.jpg

Kentelioù an Noz Gwinieg a ginnigo ur valeadenn e brezhoneg e Gwaled, kêr-benn Gwinieg Naoned ! An trede baleadenn rakwelet gant ar gevredigezh an hini e vo. Er bloaz-mañ e vo aozet pevar ganti.

Roll an devezh : gweladenn iliz Itron Varia, baleadenn e-kreiz ar winieg etrezek Kastell Noë, hag evit echuiñ ez aimp betek Montys, e lec'h ma'z eus kavet ur c'hastell kozh. E fin ar bourmenadeg e tebrimp en un ti-krampouezh e Gwaled.

Emgav da 9e45, dirak iliz Gwaled. Digoust met ret eo lakaat hoc'h anv evit mirout an ti-krampouezh.

Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant Ervlan ; tél : 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?